Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Emvod a c'hoarvez ingal a werzherien hag a brenerien en ul lec'h foran (marc'hallac'h). Bep Meurzh e vez dalc'het ar marc'had er gêr-mañ. Mont d'ar marc'had da brenañ boued, dilhad. DHS. foar. B. 1. Nevid. Marc'had ar sukr. & Armerzh marc'had : armerzh nevidel. & Trl. MARC'HAD KUZH : hollad oberiadennoù kenwerzhel graet dre guzh, anezho ar prenañ hag ar gwerzhañ marc'hadourezh rouez pe zo klask warni, d'ur priz uhel-kenañ. 2. Sav zo d'ur varc'hadourezh, doareoù marc'hadourezh zo. Ezhommoù ar marc'had. & Studiadenn varc'had : studiadenn nevid. & Marc'had kumun : kenvarc'had. II. A. 1. Kenemglev diwar-benn doareoù ur werzh, ul labour da seveniñ, h.a. Delc'her e varc'had : delc'her d'an emglev. Terriñ e varc'had : terriñ an emglev. 2. (impl. hep gm.) Ober marc'had : tonkañ ur marc'had. Graet en deus marc'had ganto da sevel ti. [1877] M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn [...]. HS. afer, emglev, kevrat. B. Tr. adv. 1. Dre varc'had, diouzh marc'had : hervez emglev. Ar mañsoner en doa graet an ti diouzh marc'had. 2. WAR AR MARC'HAD : en tu all d'ar gont, evit netra. Ar re-mañ a roin dit war ar marc'had. & Dre skeud. Ouzhpenn-se. P'hoc'h eus nac'het reiñ skoaz din, na zeuit ket da c'houlenn sikour diganin war ar marc'had ! [1877] WAR GORRE AR MARC'HAD : Ouzhpenn-se. [1877] Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ? 3. Trl. skeud. (Ur) marc'had nav bloaz, meur a varc'had nav bloaz : pennad amzer hir-kenañ. An nor ne oa ket bet eouliet abaoe marc'had nav bloaz. Ar pennti-se n'eo ket bet naetaet ur marc'had nav bloaz zo d'an nebeutañ. III. 1. KOULZ, KENKOULZ MARC'HAD : ken marc'had-mat. Bez' e c'hall e reiñ deoc'h a genkoulz marc'had hag unan all. An traoù-se n'int ket kenkoulz marc'had hag ar re-mañ. [1877] Fouge enno o vezañ gellet en em zispegañ kerkoulz marc’had diouc’h un den ker rust ha ker garv hag an Aotrou Breton [...]. & GWELLOC'H MARC'HAD, AR GWELLAÑ MARC'HAD : marc'hadmatoc'h, ar marc'had-matañ. Gwerzhañ a reas e zouar ar gwellañ marc'had. Gwelloc'h marc'had e vez an traoù ar bloaz-mañ. & Trl. Reiñ gwelloc'h marc'had : kinnig e varc'hadourezh d'ur priz marc'hadmatoc'h eget ub. all. 2. Impl. da ag. (goude re pe gwall) Marc'had-mat. Traoù re varc'had, gwall varc'had.

Skouerioù istorel : 
59
Kuzhat roll ar skouerioù

marc'had

1499
Daveenn : LVBCA p139 (marchie)

marc'had ar pesked

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poissonnerie

marc'had

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marché

ober marc'had

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) marché

ober marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c.)

marc'hadoù

1732
Daveenn : GReg pg concordat (convention), convention (traité)

er marc'had

1732
Daveenn : GReg pg à (au marché)

marc'had

1732
Daveenn : GReg pg concordat (convention), convention (traité)

ar varc'hadourezh ordinal eus ar marc'had, evit an ezhommoù komun

1732
Daveenn : GReg pg denrée

marc'hajoù

1732
Daveenn : GReg pg capitulation, composition, concordat (convention)

emañ er marc'had

1732
Daveenn : GReg pg au (il est au marché)

marc'had an amann

1732
Daveenn : GReg pg (le marché au) beurre

d'ar marc'had

1732
Daveenn : GReg pg a

marc'had

1732
Daveenn : GReg pg capitulation, composition, concordat (convention), convention (traité)

graet marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c., pp.)

marc'hajoù

1732
Daveenn : GReg pg convention (traité)

marc'had al louzoù a zo amañ

1850
Daveenn : GON.II pg marc'had (c'est ici le marché aux légumes)

ur gêr varc'had

1850
Daveenn : GON.II pg ker (Une ville. On distingue ordinairement une ville d'un village, en ajoutant au mot "ker" le mot "marc'had").

kalz amannenerien a zo er marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg amanenner

marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg ker, marc'had, marc'hallec'h, marc'hallac'h, marc'halla, marc'hat, marc'hata

dizalc'hit ho marc'had din

1850
Daveenn : GON.II pg dizerc'hel

un emgann a zo bet e-kreiz ar marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg emgann

bras e oa an engroez er marc'had hiriv

1850
Daveenn : GON.II pg eñgroez, iñgroez

marc'hadoù

1850
Daveenn : GON.II pg marc'had

marc'hajoù

1850
Daveenn : GON.II pg marc'had

torret en deus e varc'had

1850
Daveenn : GON.II pg marc'had

marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg marc'hat

da Verc'her emañ ar marc'had

1850
Daveenn : GON.II pg Merc'her

Kaset em eus, eme ar mevel, ho puoc'h d'ar marc'had.

1850
Daveenn : GON.II p.61, livre second, "J'ai envoyé, dit le valet, votre vache au marché".

Emaint er marc'had.

1850
Daveenn : GON.II p.90, livre second, « Ils sont au marché ».

Va zad a zo aet d’ar marc’had, ha va mamm a zo er gêr.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Mont a ran d'ar marc'had.

1850
Daveenn : GON.II p.80

« Pa reas marc'had ouzhin e kavas din gwelet / E oa un tamm brizhdiot, e oa, dioc'h e glevet, / Ne 'c'h ouzon a be vro ; rak chaokat fall a rae / Galleg ha brezhoneg, heñvel oc'h ur gozh vrae »

1867
Daveenn : MGK p91

Neuze hep dibabañ, kregiñ ned eo ebat ; / Pa vez berr an amzer, ne bad pell ar marc'had.

1867
Daveenn : MGK p57

M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa veze achu e amzer, e teue d’ar gêr, evel ma teu bremañ ar mevel eus a di e vestr pa vez achu e vloaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.260-261

Fouge enno o vezañ gellet en em zispegañ kerkoulz marc’had diouc’h un den ker rust ha ker garv hag an Aotrou Breton, ha bremañ leun o godelloù a arc’hant, ar soudarded a ya laouen war-zu Kleder.

1877
Daveenn : EKG.I. p.247

Un dervezh all, e-kreiz ur foar pe ur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gant egile ha n’o doa ket an aer d’en em anaout tamm ebet, hag unan anezho a skrabe e benn evel un den nec’het.

1877
Daveenn : EKG.I. p.91

Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.261

Mar gellez mont en tour, e teui a-benn eus da daol, hag e c’helli distreiñ da goadoù Kermengi ; mes ma ne c’hellez ket, emañ graet ganez, rak ne di ket kuit ac’halenn kerkoulz marc’had ha ma’z out deuet.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h

1914
Daveenn : KZVR Niv. 63

Ret e vo d’an daou vugel sevel abred evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

a varc'had mat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (à bon marché)

gouzout diouzh ar marc'hajoù

1931
Daveenn : VALL pg (s'entendre en) affaire(s)

aotreer ur marc'had

1931
Daveenn : VALL pg adjudicateur (d'un marché)

aotread marc'had

1931
Daveenn : VALL pg adjudicataire

taol marchad

1931
Daveenn : VALL pg (une) affaire

marc'hajoù

1931
Daveenn : VALL pg (business, les) affaire(s)

marc'had

1931
Daveenn : VALL pg affaire (convention, marché)

D'ar Sadorn, deiz ar marc'had, e kreske niver ma c'henseurted taol gant tri pe bevar charretour, deuet diouzh kostez Gwerleskin ha Kallag : neuze avat, e veze goloet heklev ar galleg gant huchadennoù sklintin ar vrezhonegerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

« Pa'z aemp-ni, re an Hellegoad, da varc'had Gwerleskin hor boa darempred gant familh Proux, ha me a oa kamaradez d'he c'hoar Zoe ».

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Mont da varc'had Kallag bep Merc'her a oa eun didu all da Garnoediz ha din-me dreist-an-holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar stalioù da brenañ din krezioù, loereier, hag all, me a furike da gaout ur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Lisoù, a oa ur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa un ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet [e]m eus marc’had ». « N’eus forzh avat, paeet e vo ur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Ur wech bennak e c’hallfes bezañ lazhet pe laeret er c’hoz toull born-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Pa voe klevet e tlee un estañjour yaouank dont d'ar Blaenau, unan hag a ouie kembraeg war ar marc'had, e voe troet penn an holl gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.123

Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.

1985
Daveenn : DGBD p27

War ar renk uhelañ, hon treser a veze paeet 350 lur ganeomp. An holl a veze bevet war ar marc'had.

1985
Daveenn : DGBD p76

an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz kalon", eme an noter. "Tonket ar marc'had, Richard !"

2012
Daveenn : DJHMH p18

E-ser framm "demokratelezh ar marc'had" e c'hoarvezont, da lâret eo da geñver un urzh ekonomikel, sokial ha bonreizhel pell a-walc'h diouzh mennozh an demokratelezh wir e-lec'h ma vefe meret ar galloud gant ar bobl hag e servij mad an holl, evel m'hon eus displeget kentoc'h.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial