I.
A.
Emvod a c'hoarvez ingal a werzherien hag a brenerien en ul lec'h foran (marc'hallac'h).
Bep Meurzh e vez dalc'het ar marc'had er gêr-mañ. Mont d'ar marc'had da brenañ boued, dilhad.
[1878] goude an oferenn hag ar gousperoù, goude e foar pe e varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gêr da eveshaat e diegezh hag e labour.
DHS. foar.
B.
1. Nevid.
Marc'had ar sukr.
&
Armerzh marc'had : armerzh nevidel.
&
Trl.
MARC'HAD KUZH : hollad oberiadennoù kenwerzhel graet dre guzh, anezho ar prenañ hag ar gwerzhañ marc'hadourezh rouez pe zo klask warni, d'ur priz uhel-kenañ.
2. Sav zo d'ur varc'hadourezh, doareoù marc'hadourezh zo.
Ezhommoù ar marc'had.
&
Studiadenn varc'had : studiadenn nevid.
&
Marc'had kumun : kenvarc'had.
II.
A.
1. Kenemglev diwar-benn doareoù ur werzh, ul labour da seveniñ, h.a.
Delc'her e varc'had : delc'her d'an emglev. Terriñ e varc'had : terriñ an emglev.
[1878] Ar marc’had ne voe ket pell evit bezañ graet ; eno e oa paotred dichipot.
2. (impl. hep gm.)
Ober marc'had : tonkañ ur marc'had.
Graet en deus marc'had ganto da sevel ti.
[1877] M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn [...].
HS. afer, emglev, kevrat.
B. Tr. adv.
1. Dre varc'had, diouzh marc'had : hervez emglev.
Ar mañsoner en doa graet an ti diouzh marc'had.
2. WAR AR MARC'HAD : en tu all d'ar gont, evit netra.
Ar re-mañ a roin dit war ar marc'had.
&
Dre skeud.
Ouzhpenn-se.
P'hoc'h eus nac'het reiñ skoaz din, na zeuit ket da c'houlenn sikour diganin war ar marc'had !
[1877] WAR GORRE AR MARC'HAD : Ouzhpenn-se.
[1877] Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?
3. Trl. skeud.
(Ur) marc'had nav bloaz, meur a varc'had nav bloaz : pennad amzer hir-kenañ.
An nor ne oa ket bet eouliet abaoe marc'had nav bloaz. Ar pennti-se n'eo ket bet naetaet ur marc'had nav bloaz zo d'an nebeutañ.
III.
1. KOULZ, KENKOULZ MARC'HAD : ken marc'had-mat.
Bez' e c'hall e reiñ deoc'h a genkoulz marc'had hag unan all. An traoù-se n'int ket kenkoulz marc'had hag ar re-mañ.
[1877] Fouge enno o vezañ gellet en em zispegañ kerkoulz marc’had diouc’h un den ker rust ha ker garv hag an Aotrou Breton [...].
&
GWELLOC'H MARC'HAD, AR GWELLAÑ MARC'HAD : marc'hadmatoc'h, ar marc'had-matañ.
Gwerzhañ a reas e zouar ar gwellañ marc'had. Gwelloc'h marc'had e vez an traoù ar bloaz-mañ.
[1878] Evelato mar gellje er c’haout evit netra, e vije gwelloc’h marc’had dezhañ.
&
Trl.
Reiñ gwelloc'h marc'had : kinnig e varc'hadourezh d'ur priz marc'hadmatoc'h eget ub. all.
2. Impl. da ag. (goude re pe gwall)
Marc'had-mat.
Traoù re varc'had, gwall varc'had.
Référence :
GON.II
pg marc'had (c'est ici le marché aux légumes)
torret en deus e varc'had
torred en deûz hé varc'had
1850
Référence :
GON.II
pg marc'had
da Verc'her emañ ar marc'had
da Verc'her éma ar marc'had
1850
Référence :
GON.II
pg Merc'her
Kaset em eus, eme ar mevel, ho puoc'h d'ar marc'had.
Kased em eûz, émé ar mével, hô pioc'h d'ar marc'had.
1850
Référence :
GON.II
p.61, livre second, "J'ai envoyé, dit le valet, votre vache au marché".
Emaint er marc'had.
Ema iñd er marc'had
1850
Référence :
GON.II
p.90, livre second, « Ils sont au marché ».
Va zad a zo aet d’ar marc’had, ha va mamm a zo er gêr.
Va zâd a zô éad d’ar marc’had, ha va mamm a zô er géar
1850
Référence :
GON.II
p.68
Mont a ran d'ar marc'had.
Moñd a rann d'ar marc'had.
1850
Référence :
GON.II
p.80
« Pa reas marc'had ouzhin e kavas din gwelet / E oa un tamm brizhdiot, e oa, dioc'h e glevet, / Ne 'c'h ouzon a be vro ; rak chaokat fall a rae / Galleg ha brezhoneg, heñvel oc'h ur gozh vrae »
Pa reaz marc'had ouz-in e kavaz d'in gwelet / » E voa eunn tamm briz-diod, e voa, dioc'h he glevet, / » Ne c'houzoun a be vro ; rak chaokat fall a rea / » Gallek ha brezounek, hevel oc'h eur goz vrea.
1867
Référence :
MGK
p91
Neuze hep dibabañ, kregiñ ned eo ebat ; / Pa vez berr an amzer, ne bad pell ar marc'had.
Neuze hep dibaba, kregi ne d-eo ebad ; / Pa vez berr ann amzer, ne bad pell ar marc'had.
1867
Référence :
MGK
p57
Fouge enno o vezañ gellet en em zispegañ kerkoulz marc’had diouc’h un den ker rust ha ker garv hag an Aotrou Breton, ha bremañ leun o godelloù a arc’hant, ar soudarded a ya laouen war-zu Kleder.
Fouge ennho o veza gellet en em zispega kerkouls marc’had diouc’h eun den ker rust ha ker garo hag an Aoutrou Breton, ha breman leun ho godellou a arc’hant, ar zoudarded a ia laouen varzu Cleder.
1877
Référence :
EKG.I.
p.247
Un dervezh all, e-kreiz ur foar pe ur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gant egile ha n’o doa ket an aer d’en em anaout tamm ebet, hag unan anezho a skrabe e benn evel un den nec’het.
Eun dervez-all, e kreiz eur foar pe eur marc’had, ec’h en em gave daou zen an eil gand egile ha n’o doa ket an ear d’en em anaout tamm ebed, hag unan anezho a skrabe he benn evel eun den nec’het.
1877
Référence :
EKG.I.
p.91
Piv a garfe brezelekaat gant tud hag a ra brezel d’o Doue, d’o Roue, d’o beleien, d’an holl dud vat eus o bro ha d’an estren, war gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket evelto ?
Piou a garfe brezellekaat gand tud hag a ra brezel d’ho Doue, d’ho Roue, d’ho beleien, d’an oll dud vad euz ho bro ha d’an estren, var gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket eveld’ho ?
1877
Référence :
EKG.I.
p.261
M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rae gant an Noblañs marc’had c’hwec’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa veze achu e amzer, e teue d’ar gêr, evel ma teu bremañ ar mevel eus a di e vestr pa vez achu e vloaz.
M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rea gand an Noblanz marc’had c’houeac’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa viche achu he amzer, e teue d’ar gear, evel ma teu breman ar mevel euz a di he vestr pa vez achu he vloaz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.260-261
— Mat, lavar din neuze pegement a c’houlennez. — Deuit amañ en ti, hon-daou ni en em glevo. Ar marc’had ne voe ket pell evit bezañ graet ; eno e oa paotred dichipot.
— Mad, lavar d’ign neuze pegement a c’houlennez. — Deuit aman enn ti, hon daou ni en em glevo. Ar marc’had ne oue ket pell evit beza great ; eno oa paotred dijipot.
1878
Référence :
EKG.II
p.152
Mar gellez mont en tour, e teui a-benn eus da daol, hag e c’helli distreiñ da goadoù Kermengi ; mes ma ne c’hellez ket, emañ graet ganez, rak ne di ket kuit ac’halenn kerkoulz marc’had ha ma’z out deuet.
Mar gellez mont enn tour, e teui a-benn euz da daol, hag e c’helli distrei da goajou Kermenguy ; mez ma ne c’hellez ket, eman great ganez, rak ne d-i ket kuit ac’halenn kerkouls marc’had ha ma’z out deuet.
1878
Référence :
EKG.II
p.122
Nann : goude an oferenn hag ar gousperoù, goude e foar pe e varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gêr da eveshaat e diegezh hag e labour.
Nann : goude an ofern hag ar gousperou, goude he foar pe he varc’had, e tistroe dioc’htu d’ar gear da evesaat he diegez hag he labour.
1878
Référence :
EKG.II
p.173
Evelato mar gellje er c’haout evit netra, e vije gwelloc’h marc’had dezhañ.
Evelato mar gellche er c’haout evit netra, e viche guelloc’h marc’had d’ezhan.
1878
Référence :
EKG.II
p.151
Me a garfe ka[out]t ur re votoù neve[z]. Evel-se a lâre enni hec’h-unan, Maria Gwazioù deus Lannuon. E-lec’h mont da brenañ, e ti ur bot[a]ouer, e kavas [a]ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokañ he re gozh ouzh re neve[z] an intañvez Damany, hep gouzout da houmañ.
Me a garfe kad eur re voutou neve. Evel-ze a lare enn-i hec’h-unan, Maria Goaziou deuz Lanhuon. E-lec’h mont da brenan, e ti eur boutouer, e kavaz ezetoc’h ha gwelloc’h marc’had, emichañs, trokan he re goz ouz re neve an intanvez Damany, hep gouzout da houman.
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Kezeg-houarn a bep merk, gwelloc'h marc'had evit e nep lec'h
1914
Référence :
KZVR
Niv. 63
Ret e vo d’an daou vugel sevel abred evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.
Red e vo d’an daou vugel sevel abret evit erruout e Lannuon da c’houlz ar marc’had.
1925
Référence :
BILZ2
p.123
a varc'had mat
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a3 (à bon marché)
gouzout diouzh ar marc'hajoù
gouzout diouz ar marc'hajou
1931
Référence :
VALL
pg (s'entendre en) affaire(s)
aotreer ur marc'had
aotreer eur marc'had
1931
Référence :
VALL
pg adjudicateur (d'un marché)
aotread marc'had
aotread-marc'had
1931
Référence :
VALL
pg adjudicataire
taol marchad
taol-marc'had
1931
Référence :
VALL
pg (une) affaire
marc'hajoù
marc'hajou
1931
Référence :
VALL
pg (business, les) affaire(s)
marc'had
1931
Référence :
VALL
pg affaire (convention, marché)
D'ar Sadorn, deiz ar marc'had, e kreske niver ma c'henseurted taol gant tri pe bevar charretour, deuet diouzh kostez Gwerleskin ha Kallag : neuze avat, e veze goloet heklev ar galleg gant huchadennoù sklintin ar vrezhonegerien.
D'ar sadorn, deiz ar marc'had, e kreske niver ma c'henseurted-taol gant tri pe bevar charetour, deuet diouz kostez Gwerleskin ha Kallag : neuze avat, e veze goloet hekleo ar galleg gant huchadennou sklintin ar vrezonegerien.
1944
Référence :
EURW.1
p83
« Pa'z aemp-ni, re an Hellegoad, da varc'had Gwerleskin hor boa darempred gant familh Proux, ha me a oa kamaradez d'he c'hoar Zoe ».
« Pa 'z aemp ni, re an Hellegoad, da varc'had Gwerleskin, hor boa darempred gant familh Proux, ha me a oa kamaradez d'he c'hoar Zoé ».
1944
Référence :
EURW.1
p41
Mont da varc'had Kallag bep Merc'her a oa eun didu all da Garnoediz ha din-me dreist-an-holl.
Mont da varc'had Kallag bep merc'her, a oa eun didu all da Garnoediz ha d'in-me dreist-an-holl.
1944
Référence :
EURW.1
p27
Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet [e]m eus marc’had ». « N’eus forzh avat, paeet e vo ur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Ur wech bennak e c’hallfes bezañ lazhet pe laeret er c’hoz toull born-se ».
Pa welas mamm ma c’hambr, e chomas sabatuet. – « Ne c’houlan ket », emezi, « e chomfes en toull-se ». – « Graet am [sic] eus marc’had ». « N’eus fors avat, paeet e vo eur miz mar bez ret, met aze ne chomi ket. Eur wech bennak e c’hallfes beza lazet pe laeret er c’hoz toull born-se ».
1944
Référence :
EURW.1
p.136
Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar stalioù da brenañ din krezioù, loereier, hag all, me a furike da gaout ur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Lisoù, a oa ur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa un ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kentañ.
Keit' ma oa mamm oc'h ober tro ar staliou da brena d'in kreziou, loereier, hag all, me a furike da gaout eur gambr. Ober a ris marc'had eus unan war blasenn al Liñsou, a oa eur c'hoc'hu en he c'hreiz. Ar berc'hennez a oa eun ostizez o chom en traoñ, ar gambr a oa er solieradur kenta.
1944
Référence :
EURW.1
p.136
Pa voe klevet e tlee un estañjour yaouank dont d'ar Blaenau, unan hag a ouie kembraeg war ar marc'had, e voe troet penn an holl gantañ.
Pa voe klevet e tlee eun estañjour yaouank dont d'ar Blaenau, unan hag a ouie kembraeg war ar marc'had, e voe troet penn an holl gantañ.
1944
Référence :
EURW.1
p.123
Un hent, savadurioù ar mererezh : ti ar gouarnamant, ar post, ti an orjalennoù dindanvorek, al lez-varn, ar maltouterezh, ar marc'had ; un iliz ; ha tiez-koñvers gant o lizherennoù kevrinus evit an neb a zo o paouez douarañ : C.E.C.A., S.E.A., S.H.O., C.F.A.O., hag all ; daou di bank ; un ostaleri ma red enni hep damant bep abardaez ar champagn, ar pernod hag ar whisky ; geoteier bras o c'holo kompezennoù traezh koulz lavaret hep an disterañ bruzhunenn[sic] douar bev.
1985
Référence :
DGBD
p27
War ar renk uhelañ, hon treser a veze paeet 350 lur ganeomp. An holl a veze bevet war ar marc'had.
1985
Référence :
DGBD
p76
an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod. Gouestlomp ne raimp biken anv eus kement-se." "A-greiz kalon", eme an noter. "Tonket ar marc'had, Richard !"
2012
Référence :
DJHMH
p18
E-ser framm "demokratelezh ar marc'had" e c'hoarvezont, da lâret eo da geñver un urzh ekonomikel, sokial ha bonreizhel pell a-walc'h diouzh mennozh an demokratelezh wir e-lec'h ma vefe meret ar galloud gant ar bobl hag e servij mad an holl, evel m'hon eus displeget kentoc'h.