mat
oberer mat
mat
Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh ha da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]
mat
baraa mâd a réeur er vrô-mañ
Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !
Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.
E Kemper, un den anvet Dagorn, unan eus ar pennoù kentañ a gase an traoù en-dro en tu-se eus ar vro, a gerc’haz kalirioù an iliz katedral, hag, evit ober goap eus ar relijion hag eus sakramañchoù hor mamm santel an Iliz, e saotras anezho en ur c’hiz ken hudur ma ne c’heller ket her lavaret dirak tud hag a zalc’h d’o brud vad.
— A zo mat, eme Velia.
a varc'had mat
mat
brec'hiet(-mat, -fall, etc)
a bouez mat
ar re vat
na drouk na mat
mont mat
mat eo ober
mat eo !
mat da
mat ar stal gantañ
mat ar stal !
mat ar bed !
mat
kavout mat
peuzvat
da vat
da vat ha kaer
Job ne ouie ket gwall vat, ha Lom ne ouie ket gwelloc’h.
Lotei n’eo ket anavezet, Lotei n’eo ket darempredet, ha, ma hoc’h eus c’hoant da vont di, ur wech bennak, taolit evezh mat gant aon da vont e-biou.
— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »
An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. » An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ». An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. » An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »
« Job », emezi, « an dic’harzh n’eo ket, sur, boulc’het start, rak ho falz a oa chomet war gorre an armel. It eta d’ar waremm hiziv ha boulc’hit an dic’harzh evit mat ! Ha, dreist-holl, na lavarit ket gevier d’ho mamm, rak ar mammoù a zo finoc’h c’hoazh eget o bugale, hag, abred pe ziwezhat e teuont atav da c’houzout ar wirionez ! »
— « O! Lom penn peul, bremañ ne gredit mui en teñzor ?… » — « Eo, e teñzor Kastell ar C’hraneg. » — « Hag e hini ar voereb ? » — « Nebeutoc’h, evel just, peogwir eo diwallet mat. » — « Koulskoude hemañ a vo deomp hag hennezh all ne vo ket. » — « Hemañ a vo deomp ! Hum ! Aze emañ an dalc’h. »
« Mari n’eo ket bet mat evit he gwaz, e-keit m’edo war an douar-mañ, ha setu bremañ eo bet degaset Satanaz da bunisañ anezhi. »
A ! la ! la ! gant Lomed eveldoc’h, ne rafe unan netra vat.
— « Penaos, Yann », eme Job ; rak Lom a gare gwelloc’h chom genoù prennet, « n’ouzoc’h ket petra ’zo c’hoarvezet e Karreg-al-Louarn ? » — « Eo, gouzout mat a ran. »
— « Ya ! ya ! kompren mat a ran ; mes goude an dra-se ? »
— « Dal ! » emezañ, en ur reiñ ar c’hrap da Job ; « chañs vat deoc’h ho-taou ! »
— « Yec’hed deoc’h ho[-]taou ! » emezañ. Ar marichal a evas e volennad sistr en ur glukadenn. — « Sistr mat eo, marichal ? » — « N’eo ket fall, Job. »
Krediñ a ra deomp en deus kollet e holl skiant vat gant an traoù spontus en deus gwelet.
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
N’oar ket re vat pe emañ oc’h huñvreal pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den.
Tintet en doa kloc'h koan, ur pennadig mat e oa.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.
Da gentañ, ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled !
Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù ! N'oa ket evit gouzañv e vije flac'hotet. C'hoarzhet en doa ar breur Celestino a galon vat.
- Me a zo a gostez ar mor, emezañ : - Gouzout a raen mat e oac'h « Gallego » (kalaikiad). Du-hont eo iskis an dud. Ha n'int ket a-ouenn ganimp, war am eus klevet. Mousc'hoarzhin a reas ar breur Arturo. - N'on ket « Gallego ». Me zo Breizhad.
Dreist pep tra e plij din ar sonerezh, met mat e kavan ivez va zamm boued, ha n’on ket evit lazhañ div voualc’h gant ur maen.
An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !
Hervez ma ’z oan en gortoz, daou vloaz diouzhtu e teuas ganin da vat arnodennoù ar vachelouriezh.
Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.
Ne ouie ket Emil hon yezh, met intent a rae moarvat ne oad ket o lavarout dezhañ : « Deiz mat, Aotrou, deuit ’ta aliesoc’h d’hor bete ! »
Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.
Mat e oa ar stal ganto, Doue d'o fardono o-daouig [sic, o-daouik], met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, hervez ma vez graet diouti, e ti va zad-kozh ha va mamm-gozh, da lavarout eo en ti emaon bremañ o chom ennañ.
Soñj am eus koulskoude e oa liv ar yec'hed warnañ ; gant e vlev hir hag e varv gwenn[-]kenañ tennañ a rae da Sant Per, met d'ur sant Per a gavfe mat e voued, rak paotr e gof a oa ivez, diouzh klevout va zad.
A-drugarez d’am mamm, gallout a raen dija lenn an notennoù ha deut e oan da vezañ ur c’haner mat awalc’h [a-walc'h], met alies e tremene dre Briel un dall o klask e vara, leviet gant e viell.
Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h[-]holl : Bloavezh mat ha ti dilogod.
Hogen daoust d’ar c’hlemmichadennoù-se, ret e voe dimp menel ur pennad mat da zizeriañ en toull brein-se, o vezañ ma’z oa o chom ennañ ur vignonez da wreg an admiral bet gwechall er skol ganti, ha techet e oa an Aotrou Thierry da blegañ evit kement tra d’e bried kalz yaouankoc’h egetañ.
(1) Mikamo (Mik am bo ? ...) a veze graet em c'horn-bro eus ur chopinad kafe gant un dakenn vat "lagout" e-barzh.
Met pa vezen erru e toull ar porzh e huchent warnon : « Mat ! beaj vat dit bepred, Jarl, ha kas keloù dimp ur wech an amzer ! »
Me 'gav mat ul lomm kafe
Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !
Degouezhout a ra ur mignon en ho ti. Dont a ra eus a bell. Koulz merenn eo. N'hoc'h eus netra vat en ti, na den dindan ho torn da gas d'ar pourveañsoù. Nag hoc'h eus mezh !
Hag ar wech-mañ c'hoazh, evel 13 vloaz 'zo, gant an Torrey Canion, pennoù bras ar gouarnamant o deus diskouezet ne oant mat da netra.
Ar gwechoù kentañ ma vezer degouezhet war un aber evel-se, e vezer laouen da vezañ adkavet an heol hag ar sklerijenn, hag e chomer bamet gant ar gwez sebezus-se, pintet uhel war o gwrizioù diniver kroazigellek ha korvigellek, evel ma vefed degouezhet evit mat e bro an huñvre.
Bez' ez eus ivez damdrec'hioù hag a zo mat da gaout bepred, gant ma'z int [vent] bet termenet mat gant ar strollad en a-raok.
Tuioù mat an dachenn : kognoù, lec'hioù da stagañ ur giton ha peseurt ment a vo da hemañ, peulioù ha kaelioù d'en em chadenniñ oute, burevioù da zerc'hel a-raok re all -peogwir int arouezius, pouezus e-barzh mont en-dro al lec'h peotramant peogwir e vez renket teuliadoù prevez enne ha ne blijo ket d'hoc'h enebourien gouzout emaoc'h e[-]kichen...- [...]
Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.
Ma renket he deus e-touez ar boliserion vat ha fin dre eno.
Goude-se e vo dasparzhet an holl bostoù labour a zo ezhomm etre an dud a youl vat.
Kempennit lec'h an obererezh evel ma rafe ul leurenner c'hoariva prederiet gant ar fed e rank an arvesterien kompren mat.
Mots précédents
Mots suivants
mat