meulet
Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !
"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."
Mots précédents
Mots suivants
meuleudi