Dezverkoù all

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

benneget ha meulet da vezo Doe

1371
Daveenn : ABER niv. 69, p315

meulet

1499
Daveenn : LVBCA p144 (loe)

Doue, ra vezo meulet a bep tra.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu soit glorifié de toutes choses.)

Setu an amzer bremañ ! Nep piv bennak a oar goulenn en ur derriñ d'an dud o fenn, nep zo kasaus, a deu a ya 'bep-eil da glemm ha da ouelañ, en devezo gwalc'h e galon, enor, madoù diouzh m'eo mac'hom ; ha mard eo gwe livenn e gein e pako c'hoazh silzig d'e lein. Evit ar re a zo tud vat, tud kalonek da labourat, tud hag a dalv e vent meulet ha mui c'hoazh e vent gopret, ar re-se paour, paour a vevo, ha, paour gant an naon a varvo ma ne skrampont, evel aered. Skrampat, neb a garo skrampat !

1867
Daveenn : MGK p23

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Daveenn : MGK p2

Doue a vo ‘vel-se meulet / O kaout an dañvad dianket ; / An Iliz a zigemero / Ho pinijenn hag ho taeloù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.106

Tridal a ra va c’halon em c’hreiz ouc’h ho klevet, va mab. Meulet ra vezo Doue !

1877
Daveenn : EKG.I. p.21

Ar republikaned ne gavjont seurt e leandi Sant-Albin nemet ar c’halurioù hag ar Sakr, meulet ra vezo !

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Kroaz ar Vretoned n’he deus ezhomm ebet da ve[z]añ meulet hag embannet, rak he oberoù a gomzo eviti. Koulskoude, heñvel eo bremañ ouzh ur bugel bihan ; he c’hammejoù a zo c’hoazh dinerzh ; na gred ket c’hoazh mont re war-raok ; ezhomm he deus e ve roet dorn de[zh]i.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

[Ar] sakramant meulet ra vezo

1909
Daveenn : BROU p. 417 (Sakramant : on l'accompagne souvent de la formule moelet ra vezo)

— Meulit-hen, bugaligoù, ra vezo meulet a-vremañ ha da viskoazh !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

Da gement-se, moarvat, e voe dleour eus e gened ker meulet, o vezañ na voe netra biskoazh o voustrañ e izili, o hualañ ouzh e gorf d’en em astenn kaer ha kompez.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial