Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Komzoù a estlamm hag a zoujañs da veuliñ ub., e labour, h.a. Roet e voe dezhañ mil meuleudi gant an holl. Da veuleudi a rez da-unan, ne'c'h eus ket ezhomm kloc'her ebet evit seniñ da gloc'h ! & Trl. Ober meuleudi eus ub. : e veuliñ. Brasañ meuleudi a c'halle ober eus unan bennak a oa lavaret en doa spered. & (impl. da anv unan) Reiñ meuleudioù amzere, divuzul da ub. : e veuliñ en tu all d'ar pezh zo dleet. HS. gourc'hemenn. 2. Relij. Testeni a vri da Zoue, d'ar C'hrist, d'ar Werc'hez, da Sakramant an aoter, h.a. Kanañ meuleudi an Aotrou Doue. & Trl. Meuleudi da Zoue : Doue da vezo meulet. & (impl. da anv unan.) Galvet eo da vevañ gant Doue evit an holl viskoazh, da ganañ e veuleudioù.

Skouerioù istorel : 
27
Kuzhat roll ar skouerioù

meuleudi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg louange

dellezout meuleudi

1732
Daveenn : GReg pg acquérir

meuleudioù

1732
Daveenn : GReg pg éloge (ce qu'on dit à la loüange de quelqu'un)

meuleudi da Zoue

1732
Daveenn : GReg pg benediction (louange à Dieu, remerciment)

ober meuleudioù ur re

1732
Daveenn : GReg pg celebrer (honorer quelqu'un par des loüanges &c.)

graet meuleudioù ur re

1732
Daveenn : GReg pg celebrer (honorer quelqu'un par des loüanges &c.)

din a veuleudi

1732
Daveenn : GReg pg (digne) de (louange)

meuleudi

1732
Daveenn : GReg pg éloge (ce qu'on dit à la loüange de quelqu'un)

meuleudi

1850
Daveenn : GON.II pg meûleûdi

Kalz meuleudioù en deus dellezet.

1850
Daveenn : GON.II pg dellézout (Il a mérité beaucoup d'éloges).

meuleudi

1850
Daveenn : GON.II pg mellach, meûleûdi, meûleûduz

meuleudioù

1850
Daveenn : GON.II pg meûleûdi

n'em eus netra da lavarout en e veuleudi

1850
Daveenn : GON.II pg meûleûdi

kanañ meuleudioù Doue

1850
Daveenn : GON.II pg meûleûdi

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh.

1867
Daveenn : MGK p22

Meulit-eñ, Aelez santel, Meulit e vajestez ; Rentit d’e vadelezh Mil meuleudi eternel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.101

Peoc’h, eme ar c’habiten, emaint erru. Ne glevit-hu ket anezho o kanañ d’o Doue kozh meuleudioù diskiant ha ne gomprenont ket o-unan ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.164

Va c’here a gave gwelloc’h chom didalvez eget labourat ; gwelloc’h e kave daremprediñ an tavarnioù eget iliz an Aotrou Doue ; muioc’h a blijadur a gave o lavaret hag o kanañ traoù hudur gant kozh kanfarted, eget o klevet meuleudioù an Aotrou Doue ha prezegennoù e berson.

1878
Daveenn : EKG.II p.148

Ne gontan ket deoc’h ar meuleudioù a roas din an Aotrou de Kerbalaneg [sic] ; ne dal ket ar boan.

1878
Daveenn : EKG.II p.141

An doueed a varne ar pezhioù-labour, a ranne d’al labourerien meuleudi pe ziveuleudi, hag a roe kelenn diouzh ma kavent tro d’hen ober.

1923
Daveenn : SKET p.62

Na glask ket drevezañ ar re-all, nag en o gwiskamant, nag en o c’herzhed, nag en o emzalc’h, nag en o doare prezeg, menoziañ pe oberiañ. Na c’hoanta nag o c’heneilder, nag o meuleudi, nag o strakadoù-daouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

Meuleudi d’ar re / O deus sevenet pizh / E-keñver ar bugel-mañ / Holl lidoù ar c’hanedigezh : / Da goll ne day ket o foan, / D’ar bugel e talvezo !

1924
Daveenn : SKET.II p.10

Ar c’habiten a ouie mat talvoudegezh ho puhez. Pa gaozee diwar ho penn, e v[ez]e atav evit ober ho meuleudi, anavezout ho nerzh-kalon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p28

O parroz vinniget Karnoed, parroz ar c'harnelioù evel ma troan da anv, dit ma bennozh ha ma meuleudi.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue. Hag ar ster-se an hini a ranker meizañ er veuleudi a vez graet d'o charmantiz gant barzhed ar Bed.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Gant ar genaouad kentañ e laosk un hoc'hadenn a blijadur hag a zo klevet gant Adriani evel ar brasañ meuleudi.

2015
Daveenn : EHPEA p358

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial