mignon
mignon ar galon
mignon fidel
mignon ar galon
mignoned
mignon
Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement.
Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ["Kerveatouz"]; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ?
— « O ! kement-se, Yann ? » — « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… » — « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a[-]viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ?
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d' ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Setu ma rankas va zad aozañ boued hag ober war-dro an daou vignon.
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet.
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Hag ur wezh all e oa delammet ur paotr yaouank en ti, o klask war-lerc'h e vignonez e oa, ha gourdrouzoù gantañ.
Mignon, selaou ac'hanon.
Mots précédents
Mots suivants
mignon