Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh. (...) - Breur Arturo, savit en ho sav ! eme mouezh sioul an Tad-Mestr. Munut e oa ar vezhekadenn, rak tro pe dro e veze lakaet ouzh e sav evel-se, betek koulz an oferennn, meur a zanvez-lean, re vignon d'e gousked.
Ar Bed ?... Dileuret en doa, da hilligañ e ene kizidik, da douellañ e ene barzh, mignon d'ar bleunioù ha d'ar balafenned, en emors an hoalusañ, an dañjerusañ ivez.
Ha mignon out din ? Ha rankout a rin, taolet kuit pep mezh ganin, dont da ganañ dit « serenadoù », dindan da brenestr ?... Fellout a ra din e vin karet ganit.
Mots précédents
Mots suivants
mignon