Pellgargañ ar gerioù kar mignonaj mignonezig mignoni mignoniaj mignoniezh
mignon
mignon ar galon
mignon fidel
mignon ar galon
mignoned
mignon
Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ["Kerveatouz"]; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ?
— « O ! kement-se, Yann ? » — « N’eus kement-se ebet, Job, nemet jentil on kement-se, pa brestan deoc’h va bag… » — « Ya ! gouzout a reomp, Yann ; gouzout a reomp, rak ni a zo bet mignoned a[-]viskoazh… Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? »
Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement.
–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.
- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ?
Diouzhtu goude lein, e oa aet an daou vignon d'ober un dro : n'oant ket evit en em ober diouzh ar c'housk-ae [sic], boaz ar vro e-doug eurioù tommañ an deiz.
Setu ma rankas va zad aozañ boued hag ober war-dro an daou vignon.
Bez’ e oa e touez ar sonerien tud na zisplijent tamm ebet din, en em glevout a raen gant an holl, hag ouzh darn, bet va c’hendeskarded e Brest, pe sonerien ganin war ar C’hleber e sellen evel ouzh [sic] mignoned tost.
Ha setu mignoned vras paotr Plougastell ha paotr Landreger, brogarourien koulz an eil hag egile.
Daoust da se, leuskel a reas ar gouel c’hwitet se kasoni ha c’hwervoni da c’horiñ e meur a galon : a-drugarez d’Ernest Renan ha da Gergezeg, kerent ha mignoned a-viskoazh a stagas d’en em zebriñ ha darn ’zo a vroc’has da viken an eil ouzh egile.
Ha chervad a veze graet ganti, - pa lavaran, petra bennak ne gemere ket kalz tra digant tud an ti, ugent real ar peurliesañ, ugent lur d'ar muiañ, met dastum a rae un tamm brav a werzh-butun, peogwir e veze alies betek un daou pe dri c'hant bennak o verniañ an deiz kentañ an eured, rak ne veze ket sellet berr d'ar c'houlz-se, ha tri dervezh e pade an abadenn : d'al Lun evit ar pennoù-bras, d' ar Meurzh evit an dudigoù, mitizhien, amezeien hag all, ha d'ar Yaou evit ar veleien, ar gerent hag ar vignoned nesañ.
Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon-daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mard eo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !
D'ar seizh a viz even, diouzh ar beure, e lavaren kenavo war gae gar Roazon, d'an nebeudig mignoned deuet d'am ambroug, hag e kemeren penn hent Bourdel, ar porzh loc'hañ.
P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet.
Hag ur wezh all e oa delammet ur paotr yaouank en ti, o klask war-lerc'h e vignonez e oa, ha gourdrouzoù gantañ.
Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.
Mignon, selaou ac'hanon.
padal he doa kendalc'het gant he c'haoz, dres abalamour da se, marteze a-walc'h, ha kontet dezhañ pep tra diwar-benn troioù Thomas, ha penaos e tiskrede war dThomas kaout ur vignonez kleiz, ul labourerez eus an uzin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mignon