I.
Mont ha dont.
Dalc'hmat e veze o vont-dont. Edont o-daou o vont-dont dre ar vag.
II.
Impl. da ak.
Monedone.
Atav e veze mont-dont dre ar vro-se.
III.
Impl. da ag.
A. Stn.
1. Na chom ket er memes lec'h, a ya hag a zeu dre meur a lec'h.
Kamp mont-dont.
DHS. dilec'hius, fiñvus, lem-laka.
HS. red.
2. (db. ar gouelioù)
A c'hall cheñch an deiziad anezhañ diouzh hini gouel Pask.
Gouelioù mont-dont.
3. (db. ar bilhedi pe ar beajoù)
A dalvez war un dro da vont d'ul lec'h ha da zistreiñ ac'hano.
Bilhedi mont-dont. Nij mont-dont.
&
Lusk mont-dont : lusk a laka udb. da vont diouzh un tu ha da zistreiñ.
B. Doar.
Na baouez ket a vont hag a zont, na baouez ket a fiñval.
Atav e vez mont-dont.
HS. oberiant, fichfich, fiñv-difiñv.
IV.
Impl. da adv.
Tremen mont-dont : tremen ha distremen.
E zorn a dremen mont-dont war e gof.