Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Mont ha dont. Dalc'hmat e veze o vont-dont. Edont o-daou o vont-dont dre ar vag. II. Impl. da ak. Monedone. Atav e veze mont-dont dre ar vro-se. III. Impl. da ag. A. Stn. 1. Na chom ket er memes lec'h, a ya hag a zeu dre meur a lec'h. Kamp mont-dont. DHS. dilec'hius, fiñvus, lem-laka. HS. red. 2. (db. ar gouelioù) A c'hall cheñch an deiziad anezhañ diouzh hini gouel Pask. Gouelioù mont-dont. 3. (db. ar bilhedi pe ar beajoù) A dalvez war un dro da vont d'ul lec'h ha da zistreiñ ac'hano. Bilhedi mont-dont. Nij mont-dont. & Lusk mont-dont : lusk a laka udb. da vont diouzh un tu ha da zistreiñ. B. Doar. Na baouez ket a vont hag a zont, na baouez ket a fiñval. Atav e vez mont-dont. HS. oberiant, fichfich, fiñv-difiñv. IV. Impl. da adv. Tremen mont-dont : tremen ha distremen. E zorn a dremen mont-dont war e gof.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

emañ atav mont-dont

1732
Daveenn : GReg pg action

emaon atav mont-dont

1732
Daveenn : GReg pg aller

kamp mont-dont

1732
Daveenn : GReg pg camp (volant)

gouel a ya hag a zeu, gouelioù mont-dont, gouelioù diared

1732
Daveenn : GReg pg fête (mobile, qui n'a pas de jour fixe)

arc'hant mont-dont

1732
Daveenn : GReg pg fond (Le fond d'un marchand.)

ur gouel mont-dont eo

1850
Daveenn : GON.II pg moñt (-doñt)

mont-dont

1850
Daveenn : GON.II pg moñt (-doñt)

mont-dont

1909
Daveenn : BROU p. 400 (aller et retour)

Hinoniñ a rae an amzer. Tomm an heol. Un engroez a dud a zo o vont-dont gant ar straejoù.

1929
Daveenn : SVBV p12

mont-dont

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXV, aller (et retour), billet (aller et retour)

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial