donet
11. Pan welas Kaezar na c'halle ket e nep manier rezistañ d'an c'houvizegezh anezhi ez c'hourc'hemenas sekretamant dre lizheroù ez teuzie an holl c'hramerianed hag an holl oratored inkontinant d'an gêr a Aleksandri hag en oz devi[z]e prezantoù bras, nemet ez c'hallsent faezhañ un werc'hez emparlet, dre o rezonoù hag o c'homzoù[.]
D. 1. Me gred en Doue an Tad hollc'halloudek, krouer d'an Neñv ha d'an Douar. 2. Hag en Jezuz Krist e vab unik, hon Aotrou benniget. 3. Pehini a voe koñsevet eus ar Spered santel, ganet eus ar Werc'hez Varia. 4. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, bezet krusifiet, marv hag anseveliet. 5. Zo bet diskennet d'an Ifernoù ha resusitet an trede deiz a varv da vev. 6. Zo pignet en Neñv hag azezet a'n tu dehou d'e Dad hollc'halloudek. 7. Ac'hane e teuy da varn ar re vev ha'r re varv.
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
a da
dont melen
deut
dont
seul ma teuas
M. Leveret-eñ [ar c'hredo] e brezhoneg. Me gred e Doue an Tad Hollgalloudek, krouer an neñv hag an douar. Hag e Jezus-Krist e vab unik, hon Aotrou. Pehini zo bet koñsevet eus ar Spered santel, ha ganet gant ar Werc'hez. En deus gouzañvet didan Poñs Pilat, zo bet krusifiet, marv, ha sebeliet. Zo bet diskennet d'an ifern, ha resusitet an trede deiz a-douez ar re varv. Zo pignet en neñv, hag azezet en tu dehoù da Zoue an Tad Hollc'halloudek. Ahane e teuy da varn ar bev hag ar marv.
mont ha dont
mont ha dont a gar
o vont pe o tont
mont ha dont
Goude an telenn e teu ar rebed.
deut
a gar mont ha dont
donet
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)
N’hor boe ket a geuz, rak Canclaux en doa lezet unan eus e girri da ober pont e Kergidu ; e-feson, n’en doa ket bet a amzer d’her c’has gantañ. Ni a yeas dreistañ en tu all, ha goude-se a grogas en e limonoù hag hen stlapas er ganol, evit miret ouc’h Canclaux da zont dre an hent bras ma teuje c’hoant dezhañ da zont war hor lerc’h.
Mat, an traoù-se a lakeas diaes va spered. Dont a ris da gaout aon, nann abalamour din va-unan, rak va fuzuilh a yoa ganen, hag, a-raok mervel, me am bije c’hoariet ar vazh ha diskabellet meur a hini, mes abalamour d’am c’homper Herve Soutre, abalamour d’e bried, Katell Eukat, ha d’an daou aelig binniget o bugale.
Anna, evit bezañ dare da vont en hent kerkent ha ma teujed d’he c’hlask, a en em lakeas dioc’htu da lakaat an traoù en urzh vat, ha da zestum an traoù a dlee bezañ kuzhet a-raok ma teuje ar soudarded en-dro da furchañ a-nevez an ti, rak an disterañ tra a yoa a-walc’h evit lakaat deviñ antronoz tiegezh Penn-an-Nec’h en e bezh.
nemet dont a rafe
« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »
Ha, bete-goût na zeufe war-dreuz enebourien, em eus emwelet Vepomulos, beleg Anvalos.
En em zamesaat a raint-i, o tont da vistri d’o c’horf, d’o c’halon, d’o spered, en hevelep doare ma vezint mistri d’o c’hezeg.
Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.
e teu
ac'hann ma vo deut
eus a Bariz e teu
a Bariz e teu
Goulc'hen, ar Paganad, a oa ur marvailher. E deod a yae en-dro kel lijer hag ur vilin-baper. Ne baoueze ket da'm goulennata : "Hag an dra-mañ ?... Hag an dra-se ?... Hag an dra-hont ?... En diwezh, e c'houlennas : - Penaos 'ta, Yann, out deuet a-benn da c'houzout ar pezh ec'h eus lavaret din bremaik, peogwir n'out ket bet morse, kennebeut ha me, e bro ar Vokoed.
dre labourat ez eo deut gouiziek
dont war an oad
dont eus
dont er-maez a roue
dont en e gerz
dont en aod
deuet a zeuje
a-benn ma teuy
deuet d'ar gêr eus a soudard
deuet d'e vent
a-benn ma teuio
deut
dont
dont a reas hag e krede
dont a-rez gant
dont d'ar red
dont da
dont da benn
dont da berc'henn da
dont da ezel
dont da gaout
deuet a zeufe
deuet a zeuio
a zeu
gervel a reas da zont d'e gaout
ar bloaz a zeu
Dre ma veze astaolet war ar c'hartennoù an donderioù kavet, e teued da welout traoniennoù o troidellañ e lec'hioù a zo, pell-tre diouzh an aod.
Harpet eo meno Gregory war labourioù Bailey Willis diwar-benn kenframmadur Chipr; eilgeriet en deus hemañ, avat, e oa kalz brasoc'h ar fiñvadennoù o deus lakaet kompezenn an enezenn da c'houzizañ eget a re a zeuje ar ganienn diwarno.
Serret an nor, evit mirout outo da zont tre en ti, e saludis tad ma mignon, an Aotrou Jonathan Edwards hag e vamm, Margaret Edwards.
Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...
Ar pesked avat, eno evel en traoñ, a oa leun o c’hof, hag hini ebet anezho, d’ar mare-se eus an deiz, ne zeuas da bismigañ higenn ar pesketaer.
— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »
Lukaz a selle outo, ha souezhet e chome, pa zeue soñj dezhañ eus doare digristen an daou zen yaouank da zegemer ar c’heloù eus marv o eontr, ha ne voe ket bet evit en em virout da lavarout d’e wreg un dra hag a oa anavezet eus Karreg an Tan betek Menez-Hom : — « Ar re-se a zo daou istrogell. »
« O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »
— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Job, gant ho tri mil ?… N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. »
— « Salud, moereb ! » — « O ! deuet oc’h adarre, va nized ?
A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù.
Ar voereb. — « Kendalc’hit ! » Job. — « Gant an istor ? » Ar voereb. — « Istor an teñzor. » Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.
Klevit bremañ litanioù an diaoul ! An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. » An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »
— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.
Gwelout a rae mestr an ti o vont hag o tont er porzh hag e-tal ar bernioù plouz.
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Dont a ra brav e c'hourc'hemennoù gant da varzh, Helgouarc'h... Nemet...
- Ya ! d'ho kwelout, c'hwi ! - Perak, avat, ken diwezhat ? Ne vez mui den, en iliz, d'an eur-mañ. - Ur garedig n'he deus ket d'ober gant testoù, pa zeu davet he muiañ-karet.
- Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !
Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.
Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.
Bihan e teu an aer da vezañ da skevent ar breur Arturo.
–…Ar Vaouez ? Ijinusañ skoazellerez an Toueller da gas ar Bed da goll… Skoazellerez an Diaoul an hudurañ, enebourez priziusañ vertuz mab-den, ar c’hlanded… Vas iniquitatis, puñs ar c’hadaliezh… Bez gwenn ha flamm e ziavaez, ha brein e ziabarzh : dont a ra a-benn da wiskañ hetus ar Pec’hed Hudur !
- Evel-se emañ kont gant ar garantez. Deut e oan, dre zegouezh, da lavarout ur bater da Werc'hez venniget ar Rozera. Ho kwelet am eus...
- N'eo ket evit un naved e teuec'h amañ ? - D'ho kwelout eo e teuen, « padre ». Bemdeiz [sic, bemdez], hiviziken, c'hwi am gwelo amañ.
Dimezell, biskoazh ne deomp diouzh ar gouent, nemet evit mont da San-Miguel, gouzout a rit, du-hont, er menez gouez.
Di youl [sic, diyoul], avat, e teu da vezañ.
- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?
Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad.
- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…
Palmira ne zeue ganti nemet fistilh labous.
- Azezit em c'hichen emezi. Mouezh an eostig-noz ; un isvouezh gourlañchenn, klouar ha sev. Hag o tont eus he c'horf, ur wrez kevrinus, a'n em sile en e wazhied-eñ.
Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari.
- Ha ma ne vije ket deut ?...
- N'oc'h ket ac'halen, « Padre » ? He ! he ! friig-furch evel ur verc'h da Eva ma oa !... - A bell on deut, a bell bras ! - Diouzh ho toare distagañ ar C'hastilhaneg, em boa douetet e oac'h estrañjour d'ar vro.
(Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)
- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.
Dont a ra d'e skouarn, a-dreuz mogerioù fetis an iliz, diouzh ar maez, un tu bennak, e Miranda, notennoùigoù ur gaita ; (...)
Ha bez' e c'helle ne zeuje ket ?
Harpañ a reas ur pennad ouzh aspled an aoter vras, ha mont ha dont a reas e selloù warni.
Mar degouezh din bremañ, dre vont war goshaat, bezañ gwisket evel ma teu e teu, ur paotrig faro a oan d'ar c'houlz-se, rak Soaz Sapeur ha va mamm, div 'oant o plediñ ganin, kement ha ken bihan ma vezen a-drugarez dezho stipet ha pentet evel un tammig aotrou.
Mar deufe Haakon da vezañ faezh un dro bennak gant e vicher roue e c’hellfe gounit aes-tre e vara en ur sirk : The biggest giant in the workd ! e lennjed neuze war ar skritelloù.
War-raok ez ae ivez gant ar gensonerezh, peogwir e teuas er bloavezh goude-se da vezañ letanant, rener laz-seniñ ur rejimant kanolerien.
Dalc’het am eus koun eus ur son ma veze niveret enni madelezhioù an Aotrou Doue e-keñver kement tra krouet gantañ, ha setu penaos e teue gant Job : Au vautour, il donna l’espace…
dont e-barzh
Aner e voe d’ar strollad diskennet dija er bigi bihan hopal warnañ : « En anv Doue, kabiten, deuit ’ta ganimp ! »
Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !
Neuze e teue tro an Antrou [sic, Aotrou] Farigoul da labourat ganimp bete koulz merenn.
Gwad fall a ris e-pad un toullad devezhioù, hogen a greiz-holl e teuas din koun eus laz-seniñ Brest, Musique des Equipages de la Flotte, am boa gwelet e Landreger e-keñver gouelioù Renan.
An deiz war-lerc’h da eizh eur e tigoras dirazomp dor vras skol ar fourerien hag an hevelep deiz d’abardaez e oan adarre o krapal war-du Krec’h Eliez, ken mezhek hag ur vatezh yaouank laosket ganti al laezh da zantañ, rak c’hwitet am boa va arnodenn, ha deut e oa e daol da vat gant mab ar c’houer, petra bennak n’en devoa ket tapet e sanktifikat ; gallout a raje ’ta mont bemdez da zigoriñ e c’henou dirak e varc’h plouzet !
Tamm ebet ne oa mamm-gozh a-du gant ar re a dabute diwar-benn va micher da zont : "Selaouit 'ta, emezi, bevet am eus bete vremañ a-grip hag a-grap, met ha pa rankfen poanial dek gwech muioc'h, daoust ha ma vefe ret din tremen gant bara sec'h, netra ne vo kemmet e stad ar c'hrennard-mañ ha derc'hel a raio da vont gant e studi, keit ha ma chomin yac'h. [...]"
Pa glevjont e voe bet pedet Combes da vleniañ gouel Renan, mont a reas d’e vete un toullad Aotro[u]nez eus ar gostezenn enep na badent ket gant ar c’hoant dizaliañ ar fallakr-se da zont da Landreger.
« Damañ din va faotr bihan, eme ar glañvourez dare da vervel, ma pokin dezhañ c’hoazh ur wech ! »
Diverañ a rae ar c’hwezhenn [sic, ar c’hwezenn] war he divjod, ruz-tan e oa deut da vezañ he fenn, poan he devoa o tialaniñ hag aliesoc’h-aliesañ e stage da basaat evel p’he divije tapet ar peuk.
Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel.
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze 'vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
Deiz va fask kentañ, soñj am eus, kanfard ebet nemedon ne zeuas d'an iliz gant ur jiletenn wenn ha gant ur vrec'henn seiz ouzh e vrec'h dehou.
Deut on er bed, tudoù, an dri warn-ugent a viz Ebrel (1) er bloavezh 1885, en ti melen bourc'h Priel, damdost da Landreger.
Brav-bravik e teue ganin evit pezh a sell ouzh lenn, met daoust ha ma skrive-hi evel ur c'homis noter, c'hwitet he deus va mamm gaezh war an dra-mañ : krog on em dek vloaz ha tri-ugent war-vete nebeut ha betek-henn, kaer am [sic] eus bet c'hoari, na gant pluenn na gant kreion, biskoazh n'on deut a-benn d'ober gwelloc'h eget skrapadennoù yar, un euzh hepken sellout outo !
Kerkent ha ma teuas an Itron da c'houzout he dije da vezañ tal ouzh tal [tal-ouzh-tal] gant ar seurt lakez an Drouk-Spered, raktal e skaras d'ar Porzh-Gwenn gant he bugale hag an holl vitizhien.
Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel[-]just : « Ac'hañ 'ta [sic, ac'hanta] ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ».
A zo gwir, emezon, hogen ma plegfes, azen, d’ober un tammig krennañ d’az tivskouarn ha da zeskiñ un draig bennak diwar-benn an arzourien-se, kant ha mil gwech gwelloc’h e teufe ganit !
Netra n’am boa da c’hortoz digant Soaz Sapeur na rae nemet bevañ-bevaik gant he fañsion intañvez, dek ha tri-ugent lur da bep tri miz : gwall nebeut a dra, neketa, en amzer-vremañ, hogen neb a c’helle mont da Landreger gant ugent real en e c’hodell a zeue d’ar gêr gant ur bannerad [sic, banerad] traoù a bep seurt, ha c’hoazh e chome moneiz en e yalc’h.
Bremaik, pa zeuy ar c'habiten / Eus ar c'hure da glask penn, / Galoñso[ù] aour e livitenn / A ray d'ar person koll e benn.
Dre forzh glebiañ leur an ti, avat, ha dre ma ne blije ket dezho an amzervezh c'hlav a oa krog, e teujod buan a-benn d'o diouennañ.
Bep un tamm koulskoude e teuen adarre e-barzh hag ez ae an traoù war zresaat ganin.
A-drugarez d'an holl draoù-se e vezer devet gant ar blijadur, ha dont a ra da vezañ evel un dramm.
Ne respont ket din met dont a ra kenkent war ma seulioù evel sachet da'm heul.
Evit an dra-se e ranker plantañ reuz, derc'hel pe serriñ lec'hioù a c'halloud pe broduiñ, peotramant an takadoù a servij da vont deus an eil re d'ar re all -da skouer, mont ha dont ar vinistred, peotramant kas-degas ar marc'hadourezhioù, ar rouedadoù-pellgehentiñ pe peulioù al linennoù Tredanvarr Uhel-Tre, ha kement zo...-.
Er parkoù, ar skeud oc'h en em ledañ goustad warno, e weler traktourioù o treuziñ-didreuziñ an douaroù nevez difrouezhet, o touarañ an eost kozh hag o prientiñ an hini da zont war un dro, heuliet gant nijadoù skreved trouzus ha lontek.
Lakaat grizilhonoù dezhañ [da unan bennak] -ha pa vefe kentoc'h arouezius, rak dont a raio ar boliserien da zigabestrañ anezhañ- a c'hall spontañ anezhañ, lakaat ar jeu da vezañ tenn ha degas efedoù fall.
Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-