1. Doar./Stn.
Zo stouet e benn war ar c'hostez.
Ar mab zo penngamm.
&
Ent strizh
Zo skoet gant poan er gouzoug diwar strishadur kigennoù zo.
Aet e oa penngamm o sellet ouzh ar vartoloded o tispakañ ar gouelioù.
2. G.
Den zo stouet e benn war ar c'hostez.
Ur penngamm a zen eo. Honnezh, 'm eus aon, a oa ur benngamm.
Référence :
GON.II
pg pengamm, penn (-gamm), torgammed
penngammed
pengammed
1850
Référence :
GON.II
pg pengamm
penngammez
1850
Référence :
GON.II
pg penngammez
penngammezed
1850
Référence :
GON.II
pg penngammez
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.
Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
penngamm
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXXIII
An aotrou Le Cerf, sañsor, a oa « Juluen » ; an aotrou ar Bezvoed a oa « If-Mari » ; an aotrou Breard a oa « Pô'-brav » ; an aotrou Blanche, « Penngamm » ; an aotrou Langlamet, « Fayot » ; hag an aotrou Lajat « Fistouler ».
An Aotrou Le Cerf, sañsor, a oa « Juluen » ; an Aotrou ar Bezvoet a oa « Yf-Mari » ; an Aotrou Breard a oa « Po'brao » ; an Aotrou Blanche, « Penngamm » ; an Aotrou Langlamet, « Fayot » ; hag an Aotrou Lajat « Fistouler ».