Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.
Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.
1954
Référence :
VAZA
p.56, notenn 1
Evit ar pezh a selle ouzh Michelet, viloc'h c'hoazh e veze graet d'ar c'haezh Doue, rak ne veze graet nemet ar Jul dioutañ : ur ger, anat da bep hini, hag a dalv gant respet e-touez soudarded ha martoloded evit ur pod-kambr.
Evit ar pezh a selle ouzh Michelet, viloc'h c'hoazh e veze graet d'ar c'haezh Doue, rak ne veze graet nemet ar Jul dioutañ : ur ger, anat da bep hini, hag a dalv gant resped e touez soudarded ha martoloded evit ur pod kambr.
1954
Référence :
VAZA
p.122
N’am eus ket ankounac’haet ivez un draig-all : bez’ e veze e kement stal-[w]estell regennadoù podoù-kambr a bep seurt ment lakaet a-wel d’an holl.
N’am eus ket ankounac’haet ivez un draig-all : bez’ e veze e kement stal-gwestell regennadoù podoù-kambr a bep seurt ment lakaet a-wel d’an holl.
1954
Référence :
VAZA
p.133
Ya, ya, podoù-kambr, n’on ket o tremen lost al leue dre ho kenou, podoù-kambr sukr kantin, hag e-diabarzh al lestr-se un drailhenn chokolad rodellet, heñvel evel pemp gwenneg ouzh… heu… va fidamdoustig, ouzh ar pezh m’ouzoc’h !...
Ya, ya, podoù-kambr, n’on ket o tremen lost al leue dre ho kenou, podoù-kambr sukr kantin, hag e-diabarzh al lestr-se un drailhenn chokolad rodellet, heñvel evel pemp kwenneg ouzh… heu… va fidamdoustig, ouzh ar pezh m’ouzoc’h !...