Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Endalc'her a reer gantañ evit difankañ, troazhañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.

1954
Daveenn : VAZA p.56, notenn 1

Evit ar pezh a selle ouzh Michelet, viloc'h c'hoazh e veze graet d'ar c'haezh Doue, rak ne veze graet nemet ar Jul dioutañ : ur ger, anat da bep hini, hag a dalv gant respet e-touez soudarded ha martoloded evit ur pod-kambr.

1954
Daveenn : VAZA p.122

N’am eus ket ankounac’haet ivez un draig-all : bez’ e veze e kement stal-[w]estell regennadoù podoù-kambr a bep seurt ment lakaet a-wel d’an holl.

1954
Daveenn : VAZA p.133

Ya, ya, podoù-kambr, n’on ket o tremen lost al leue dre ho kenou, podoù-kambr sukr kantin, hag e-diabarzh al lestr-se un drailhenn chokolad rodellet, heñvel evel pemp gwenneg ouzh… heu… va fidamdoustig, ouzh ar pezh m’ouzoc’h !...

1954
Daveenn : VAZA p.133

Ofis publik ar brezhoneg