sammet
sammet
E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.
O labourat evel mitizhien e tiez ar re a oa ruziet o daouarn dezho gant gwad o friedoù, sklavezed an dud o doa lazhet holl wazed o gouenn, sammet a labourioù garv, kannet, gwallgaset, ha ret dezho, war an holl, gouzañv briatadoù hag afadennoù o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn.
Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.
An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk ["choug"], ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »
Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.
Ata ! person, komz 'ta bremañ / Pe sammet ' vi da heul hemañ.
E-pad an holl amzer, e-keit ma oamp o sammañ warnañ holl bec'hedoù an ifern, hon eus ranket derc'hel ar merc'hed pell dioutañ, gouez ma oant evel kebened.
Hed-ha-hed ar briefing-se e c'hall pep hini lâret ne gemero ket perzh, abalamour ne sav ket a-du gant an taol peotramant ne fell ket dezhañ sammañ ar riskloù disklêriet.
Goût a reont peseurt riskloù a zo war dachenn ar justis an taol-mañ, ha prest int da sammañ anezho evit ma cheñchfe an traoù, a-benn ar fin.
Mots précédents
Mots suivants
sammañ