I.
G.
1. Saviad ma vezer disammet eus udb.
Skañva ar pouez war e gein, un disamm e vo evitañ.
2. Trl. skeud.
Un disamm kaer eo din : disammet on diouzh an dra-se, bet em eus an dizober anezhañ.
II.
H.g.
Dre skeud.
A.
Pezh a aesa d'an anken, d'an enkrez.
Pebezh disamm pa anaveze he skouarn gwigour hor c'hanastilli bras. E-keit ha m'edont o fallgaloniñ e tostae buan an disamm eus o zrubuilhoù.
B.
1. KAOUT AN DISAMM EUS UB., EUS UDB. : kaout an dizober anezhañ.
Koulskoude e oa ur servijer feal n'en doa ket gallet Herve kaout an disamm anezhañ. Kaout an disamm eus e holl boanioù. Bet en deus an disamm eus un darn eus e dailhoù.
2. Trl.
Kaout disamm d'udb. : kavout gwerzh dezhañ.
Ret eo kaout disamm d'ar varc'hadourezh.
HS. digor, diskarg, fred, sav.
Référence :
GON.II.HV
pg dizamm (Décharge, action de décharger).
Kevredigezh Vroadel Breizh ha Skol Veur Barzhed Breizh, ganet en hevelep kavell, a gerzhe bremañ dorn ouzh dorn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.
Kevredigez Vroadel Breiz ha Skol Veur Barzed Breiz, ganet en hevelep kavell, a gerze bremañ dourn ouz dourn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.