Télécharger les mots parents disamm disamm disammañ disammet
sammet
Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.
Pa blad un dolzennad evel-se dindan pouez ar skorn, ez eo anat e teu bec'h war al lodennoù a zo chomet divec'h pe sammet nebeutoc'h er c'hostezioù, evel pa lakaer ur maen war ur wastellad pri gwak ez eo techet an troioù da frailhañ ha da faoutañ.
Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.
Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.
Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.
Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.
Klask a rae enebiñ, met sammet e oa e spered gant diougan un drouziwezh didec'hus.
Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk, met div blac'h a zo hag a ra an tiegezh. N'eo ket ul labour start, nemet pa zeu ar merc'hed.
Mots précédents
Mots suivants
sammgarr