Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ur samm warnañ. An den yaouank sammet a jiber. Sammet omp gwazh eget loened. DHS. karget. 2. Bec'hiet. C'hwi zo sammet gant al labour. DHS. foulet. 3. Stambouc'het. Me ne zebran ket a gankred, me a vez sammet war o lerc'h. 4. Nec'het, enkrezet. Me a oa sammet ma spered.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

sammet

1732
Daveenn : GReg pg accabler

Ar marc’h-se a zo re sammet.

1850
Daveenn : GON.II p.70

An daou varc’h-mañ a zo sammet a hoalen.

1850
Daveenn : GON.II p.91, livre second, « Ces deux chevaux-ci sont chargés de sel ».

Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.

1867
Daveenn : MGK p130

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118

Savet ez-yaouank e doujañs hag e karantez Doue, Per hag Anna ar Sant a gollas abred o zad hag o mamm, sammet, o-daou, en ur ober eizh dervezh, gant ur barrad kleñved tomm.

1878
Daveenn : EKG.II p.169-170

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

Pa blad un dolzennad evel-se dindan pouez ar skorn, ez eo anat e teu bec'h war al lodennoù a zo chomet divec'h pe sammet nebeutoc'h er c'hostezioù, evel pa lakaer ur maen war ur wastellad pri gwak ez eo techet an troioù da frailhañ ha da faoutañ.

1943
Daveenn : TNKN p64

Sammet evel muled, e treuzjomp kêr Wengamp da dapout an tren. E kazarn Charner, ‘kichen hent-houarn Sant-Brieg, e voemp lojet. Pevar ugent soudard a oa ac’hanomp, holl studierien, pe gloer, pe arzourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.

1949
Daveenn : SIZH p.61

Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ma c'halon 'vez re alies / Sammet a vezh hag a zoñjer : / Rankout traoù foll ha ken diaes / Diskleriañ dezho... Pa soñjer !

1960
Daveenn : PETO p13

Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.

1960
Daveenn : PETO p14

O ! Gaid Kêrlennou, maouez drouk, / Ganeoc'h moarvat on bet sammet, / Met n'hellan kilañ ur gammed / Anez war var lakaat ma goûg.

1960
Daveenn : PETO p38

Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.

1985
Daveenn : DGBD p6

Klask a rae enebiñ, met sammet e oa e spered gant diougan un drouziwezh didec'hus.

2012
Daveenn : DJHMH p.62

Goude, pa oant dispartiet, em boa sammet pep war ma chouk, met div blac'h a zo hag a ra an tiegezh. N'eo ket ul labour start, nemet pa zeu ar merc'hed.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial