Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. I. A. 1. Lakaat ur samm war ub., ul loen bnk. Sammañ un azen. Sammet o deus ar varc'hadourezh war kein kañvaled. 2. Kemer ub. pe udb. da samm. Sammañ sac'hadoù avaloù-douar war e gein. Sammañ bec'hioù pounner. & Sammañ udb. kuit : e sammañ evit e gas da lec'h all. 3. Kemer ub., udb., evit e gas da lec'h all Sammet eo bet an evn bihan gant ar sparfell. E sammet am eus em c'harr betek Kemper. [1877] Soudarded ar republik a lugerne o daoulagad e kreiz teñvalijenn an noz, evel ma lugern lagad ar bleiz war an dañvad a ya da sammañ. HS. kargañ. ES. disammañ. B. Dre ast. Kemer dre laer. Aes e oa d'al louarn sammañ e lod a yer. C. Dre skeud. (en tu gouzañv prl.) 1. (db. ar boued) Stambouc'hañ. Dec'h e oa bet sammet ma stomog gant ar c'haol. 2. Lonkañ un died (alkoolek dh.). War zigarez mont da glask he gwaz e samme dre guzh meur a vanneig bemdez. 3. (db. an enkrez, an trubuilhoù, h.a.) Bec'hiañ, nec'hiñ. Sammet eo ma spered gant ma mab. 4. Kas kuit. Sammet eo bet gant an Ankoù, gant ar c'hleñved : marv eo. E gorf a voe sammet gant al lanv. Sammet eo bet gant ar c'housked. An diaoul, ra 'm sammo ! II. JEDON. Bodañ a-gevret unanennoù un niver gant re un niver all Sammañ daou niver. Sammañ un niver war, gant un niver all. & (impl. da ak.) Ar sammañ eo an oberiadur kentañ. HS. sammadur.

Skouerioù istorel : 
27
Kuzhat roll ar skouerioù

sammañ war e chouk

1699
Daveenn : Har. pg chouk, e, sammañ, war (charger sur son coû)

sammañ ur marc'h, sammet

1732
Daveenn : GReg pg charger (un cheval)

sammet

1732
Daveenn : GReg pg accabler

Goude bezañ o sammet, e tistroas e kêr, hag o diskouezas d'he mamm-gaer.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

Na sammit ket re krouzell ar marc'h

1850
Daveenn : GON.II pg krouzel

sammet

1850
Daveenn : GON.II pg samma

— « Sammañ din ar bec'h-se ! eme ar c'heuneutaer. »

1867
Daveenn : MGK p68

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Soudarded ar republik a lugerne o daoulagad e kreiz teñvalijenn an noz, evel ma lugern lagad ar bleiz war an dañvad a ya da sammañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.166

Ar re n’oant ket gwalldizhet a sammas war o choug ar re a oa kouezhet en o c’hichen, evit o c’has ganto d’ar gêr, d’o lakaat en douar binniget, e bered o farrez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

N'eo ket un ene eus ar Purgator eo hemañ, emezañ ; hemañ a zo un teuz pe ur spontailh bennak, deuet da esa va sammañ gantañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.132

E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

sammet eo bet gant ar marv

1909
Daveenn : BROU p. 417 (il a été enlevé par la mort)

Samm ar bec'had-se doc'htu. - Re bounner eo, se

1909
Daveenn : BROU p. 419

O labourat evel mitizhien e tiez ar re a oa ruziet o daouarn dezho gant gwad o friedoù, sklavezed an dud o doa lazhet holl wazed o gouenn, sammet a labourioù garv, kannet, gwallgaset, ha ret dezho, war an holl, gouzañv briatadoù hag afadennoù o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn.

1923
Daveenn : SKET p.90

Sammañ a raent war girri o doa stummet e-pad ar goañv an holl draoù o doa [o deveze] ezhomm, anezho evit un darn binvioù diwar o dorn o-unan, evit un darn all traezoù-eñvor profet dezho gant kerent ha keneiled.

1923
Daveenn : SKET p.87 (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 87, lin. 6 kent an dibenn, e lec’h « o doa » lenn « o deveze »".

Ha dezho kaout da vevañs kig-gouez, frouezh ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a vezañ bras, ha kaer, ha kreñv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol un hañv ha pevar-ugent o c’houlaouiñ ar c’hoadoù hag erc’h ur goañv ha pevar-ugent o sammañ an douar hag ar barroù-gwez.

1923
Daveenn : SKET p.49

Pe vern din em sammfe an Ankou un nebeud bloavezhioù abretoc’h eget ar re-all ?

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Ha kement a zo a wragez dougerezed el lez-mañ a raio ur c'holl hag ar re ned int ket a vo sammet gant un droug ken bras ma troio ar vamm enno e doare ma ne vint biken brazez diwar hiziv

1929
Daveenn : KUHL-GWAL1 niv. 19 p. 47

An diaoul kentañ. — « Ni a zo deuet amañ evit sammañ ac’hanoc’h war hor chouk ["choug"], ha ne daimp ket kuit hep kas ganeomp da viken ar c’hounidegezh a zo bet prometet deomp. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.

1949
Daveenn : SIZH p.61

Gant gwad glan he [ar galon] gwelan ruziet, / Naered flemmus enni luziet, / Fallagriezh oc'h he nammañ, / Gwalloberoù oc'h he sammañ.

1960
Daveenn : PETO p81

Ata ! person, komz 'ta bremañ / Pe sammet ' vi da heul hemañ.

1960
Daveenn : PETO p47

Ur c'hontamm diaoulek da nammañ / Da viken brud ar person plouz / Ha gant ar vallozh da sammañ / An eñvor eus e ene lous.

1960
Daveenn : PETO p42

E-pad an holl amzer, e-keit ma oamp o sammañ warnañ holl bec'hedoù an ifern, hon eus ranket derc'hel ar merc'hed pell dioutañ, gouez ma oant evel kebened.

2012
Daveenn : DJHMH p13

Hed-ha-hed ar briefing-se e c'hall pep hini lâret ne gemero ket perzh, abalamour ne sav ket a-du gant an taol peotramant ne fell ket dezhañ sammañ ar riskloù disklêriet.

2015
Daveenn : DISENT p90-91

Goût a reont peseurt riskloù a zo war dachenn ar justis an taol-mañ, ha prest int da sammañ anezho evit ma cheñchfe an traoù, a-benn ar fin.

2015
Daveenn : DISENT p101

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial