Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kargad. Chanet e oant el lagenn gant o sammad marc'hadourezh. Izel war ar mor e oa ar vag gant he sammad bezhin. 2. Kementad (arc'hant). Ur sammad arc'hant.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar paneroù rotin du, kofek ha moñsellek, gant o golo ront hag an dornelloù hir plezhennet o kroaziañ a-us dezhañ, a oa tu da lakaat ur sammad kaer a bourvezioù e-barzh, ha gur pourveziad ken fonnus all a goñchennoù hag a geleier a oa gant va mamm-gozh pa zistroe eus ar gêr sebezus : rak n'eo ket gant pinvidigezhioù al labour-douar hepken e veze graet marc'had ha foar eno.

1992
Daveenn : EAZB p. 19

Disklêriañ a rit d'ar c'hemederezh ur c'horvoder rik telladus a 50.000 euro. Hervez ma jedadurioù e tlefe sevel restal ho tellad d'ur sammad etre 200.000 ha 250.000 euro ar bloaz.

2015
Daveenn : EHPEA p81

Notennoù studi

Termen lakaet evel benel e GBAHE (emb. 2001) ha, da-heul, e DFBHL (emb. e 2002). Dre fazi moarvat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial