I.
(db. an dud)
1. [1732, 1850] Den a red, zo gourdonet evit redek.
[1850] Rederien mat a gaver e Breizh. Ur reder mat eo.
2. Den a gemer perzh e redadegoù.
An hini kentañ eus ar rederien.
3. [1699, 1732, 1850] Den a ya dre ar maezioù, ar straedoù, hep pal resis, alies dre n'en deus bod ebet.
Aon he devez rak ar rederien.
DHS. foeter-bro, kantreer, reder-bro.
4. Trl.
[1732] Reder an dansoù : den a gar mont da zañsal.
5. PEMDEZ
Reder : paotr a blij dezhañ redek ar merc'hed.
Ne oan nag ul lonker nag ur reder gisti.
6. Dre zismeg (diwar-bouez ar maouezed dh.)
[1732] Rederez : baleantez. S.o. "rederez" end-eeun.
II.
(db. al loened)
Moranv all a lakaer war ar c'hrank-silioù, e anv spesad Macropipus puber.