Gwechad sachañ.
Edo ma biz war pluenn ma fuzilh ; ur sachadenn hag e oa graet gantañ.
&
Trl.
Ober ur sachadenn war e vanne, war e sigaretenn : euvriñ ur genaouad anezhañ.
&
Trl. skeud.
Bezañ aet betek ar sachadenn diwezhañ : pellañ ma c'haller mont (en ur enkadenn, prl.).
Erwanig a savas kerkent eus a starn an daol evit dont da gaout an nor, e gi bihan war e lerc’h, en ul lammet hag en ur fichañ e lost evel pa ne vije graet sachadenn ebet war e skouarn.
Hervoanik a zavaz kerkent euz a starn an daol evit dont da gaout an nor, he gi bian var he lerc’h, en eur lammet hag en eur ficha he lost evel pa ne viche great chachaden ebet var he skouarn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.148
— Ya, Filip, darbet eo din kouezhañ. Te ac’h eus graet ur sachadenn warnon en ur gregiñ en da soudard. Bremañ on krog mat adarre ; dalc’h mat ivez.
— Ia, Philip, darbet eo dign koueza. Te ac’h euz great eur jachadenn varnoun en eur gregi enn da zoudard. Breman oun krok mad adarre ; dalc’h mad ive.
1877
Référence :
EKG.I.
p.306
Edo va biz war bluenn va fuzuilh, ur sachadenn hag e oa graet gantañ... Chom a ris a-sav.
Edo va biz var bluen va fuzil, eur zachadenn hag oa great gant-han... Chom a riz a-za.