I.
H.g.
1. Obererezh sachañ.
Bount ha sach. Un taol sach hag an eog er-maez.
2. Trl. skeud.
Ober un tamm sach d'e galon : ober ur strivadenn.
Ar re faezh a rae un tamm sach d'o c'halon.
&
Bezañ hir ar sach evit ub. : bezañ gantañ kement a voued ha ma kar.
Ne zle ket bezañ druz ar boued na hir ar sach evito.
3. Reuz, kann.
Sach zo bet.
HS. jeu.
II.
G.
Gwechad sachañ.
Ober ur sach war ar gordenn.
&
Trl. skeud., PEMDEZ
Ober ur sach war e vanne : evañ e vanne.
&
Trl. skeud.
Bezañ en e sach diwezhañ : pellañ ma c'haller mont, bezañ e par ar marv.
Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma divskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn din mont da zaoulinañ dirak e vurev en abardaez.
Ober a reas an Aotrou Bouder eur sach war ma diouskouarn, ha lakaat a reas war ma fenn « ar boned azen » gant gourc'hemenn d'in mont da zaoulina dirak e vureo an abardaez.