"derou-noz" [...] (ivez "serr-noz", "peuznoz")
Da serr-noz edo adarre en iliz gant e gefridi skubañ ha diboultrennañ an aoterioù.
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
Ar boaz a oa gant tud ar gompagnunezh da guitaat Port-Gentil da serr-noz evit degouezhout e-pad ar mintinvezh.
E-tro nav eur beure e oa, ha latar a oa, evit ar wech kentañ er c'houlz-amzer. Ur c'holoenn vras liv ar chokolad a vouche an neñv, hogen taget ma oa dizehan gant an avel, e tispenne, ken e c'hallas an Ao.Utterson arvestiñ ouzh un niver marzhus a livioù hag arlivioù a zo re ar serr-noz, dre m'en em sile ar c'harr eus ur straed d'eben.
Mots précédents
Mots suivants
serrnoziñ