Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(hep gm. prl.) Mare ma serr an noz. Chom a reas eno betek serr-noz. Mont a reas di e-kuzh goude serr-noz. & Tr. adv. Da serr-noz : e-kerzh ar mare-se. Da serr-noz e oa erruet. & Dre fent Moranv a roer d'an dud na vez ket echu o labour ganto pa serr an noz. HS. digor-noz, peuznoz, rouz-noz. ES. gouloù-deiz, tarzh-deiz.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

serr-noz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nuict (close)

D’an iliz, e kuzh, ‘c’ha e berr, / Laerezh ‘ra kef ‘n [a]otro[ù] sant Pêr, / Ha, da serr-noz, ti an Ostiz, Yann da evañ ‘vel ur bouc’hiz ! / Ar jist[r] neve[z] ‘zo mat ha dous : / o lonkañ na skuizh hon marmouz / ‘Barzh ar barrouz, ar pinvikañ, / Muioc’h me[z]v na c’helfe be[z]añ. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

"derou-noz" [...] (ivez "serr-noz", "peuznoz")

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tombée de la nuit".

Bleinet gant ar c’hilhog, Jañ Glaudadig hag e gompagnunezh a erruas er c’hoad, goude an abardaez, da serr-noz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

Ac’hane, a-dreuz an arvor hag aod Lokireg, ec’h erruas er gêr a-raok serr-noz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

Da serr-noz e tremenas en o c'heñver kirri skoazellerien-ganolierezh hag an daou gañfard a voe aotreet da sevel en unan anezho ; dezouget e voent evel-se betek Melun. Ar c'hirri ned aent ket larkoc'h : ha setu Yann ha Pêr war ar straed da hanternoz.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Erruout a ris e Blaenau-Ffestiniog da serr-noz.

1944
Daveenn : EURW.1 p123

Da serr-noz edo adarre en iliz gant e gefridi skubañ ha diboultrennañ an aoterioù.

1949
Daveenn : SIZH p.41

Ar boaz a oa gant tud ar gompagnunezh da guitaat Port-Gentil da serr-noz evit degouezhout e-pad ar mintinvezh.

1985
Daveenn : DGBD p29

E-tro nav eur beure e oa, ha latar a oa, evit ar wech kentañ er c'houlz-amzer. Ur c'holoenn vras liv ar chokolad a vouche an neñv, hogen taget ma oa dizehan gant an avel, e tispenne, ken e c'hallas an Ao.Utterson arvestiñ ouzh un niver marzhus a livioù hag arlivioù a zo re ar serr-noz, dre m'en em sile ar c'harr eus ur straed d'eben.

2012
Daveenn : DJHMH p39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial