serr-lagad
Er mare ma komzan dioutañ, krog e oad du-hont d’enbroañ diouzh n’ouzon ket pelec’h mangousted, ul loenig un tamm brasoc’h eget ur razh ha gwashañ enebour an naered a vez taget gantañ en ur serr-lagad.
Egile a grozas en ur c'hoarzhin gouez ; ha dres goude, en ur serr-lagad, dibrennet gantañ an nor, e oa steuziet e diabarzh an ti.
A-wechoù e tifoupe ur bann gouloù eus an diavaez, hag e-pad ur serr-lagad e c'helle gwelet dremm Christian.
D'un devezh ma ne oa ket c'hoazh erru an heol d'ar gêrig, a-boan trawalc'h evit kas un tamm sklêrijenn war pikernioù ar menezioù e-pad ur serr-lagad, e kemeras Kathrine penn hent an tour-tan war he skioù ha komz a reas gant diwallerien an tan.