Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Gwechad serriñ al lagad. Hi a rae din ur serr-lagad. O vousc'hoarzhin er marc'had, ar maeziad a rae ur serr-lagad. & Trl. Ober serr-lagad : serriñ ul lagad ur wech bnk. Gwaskañ war e droad, ober serr-lagad. 2. Tr. adv. En ur serr-lagad, amzer ober ur serr-lagad : buan-kenañ, en ur pred berr-kenañ. Pareet e voen ganti en ur serr-lagad. Amzer dezhañ ober ur serr-lagad ne voe mui na trouz na labous. [1954] Er mare ma komzan dioutañ, krog e oad du-hont d’enbroañ diouzh n’ouzon ket pelec’h mangousted, ul loenig un tamm brasoc’h eget ur razh ha gwashañ enebour an naered a vez taget gantañ en ur serr-lagad.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

serr-lagad

1659
Référence : LDJM.1 pg clin d'oeil

serr-lagad

1699
Référence : Har. pg lagad, serr-lagad (clin d'œil))

Pegement bennak ma vez kalon an douar, hag evel-se an Ifern, hed daouzek kant lev hag hanter-c'hant diouzhomp ; koulskoude an eneoù kollet [gwa dezho] a gouezh ennañ e spas ur serr-lagad.

1732
Référence : GReg pg (quoique le centre de la terre, & par consequent l'enfer, soit) distant (de nous de 1250 lieuës; cependant les ames y tombent en un instant)

e spas ur serr-lagad

1732
Référence : GReg pg (en un) clin (d'oeil)

en ur serr-lagad

1732
Référence : GReg pg (en un) clin (d'oeil)

serr-lagad

1732
Référence : GReg pg clin (prompt mouvement de l'oeil)

serr-lagad

1850
Référence : GON.II pg serr-lagad (clin d'œil, prompt mouvement de la paupière qu'on baisse et qu'on relève au même instant).

En ur serr-lagad e vezin distroet.

1850
Référence : GON.II pg serr-lagad (je serai de retour en un clin d'œil, dans un instant).

Er mare ma komzan dioutañ, krog e oad du-hont d’enbroañ diouzh n’ouzon ket pelec’h mangousted, ul loenig un tamm brasoc’h eget ur razh ha gwashañ enebour an naered a vez taget gantañ en ur serr-lagad.

1954
Référence : VAZA p.92

Amzer ur serr-lagad hepken eo padet ar biladeg.

1960
Référence : PETO p51

Egile a grozas en ur c'hoarzhin gouez ; ha dres goude, en ur serr-lagad, dibrennet gantañ an nor, e oa steuziet e diabarzh an ti.

2012
Référence : DJHMH p27

A-wechoù e tifoupe ur bann gouloù eus an diavaez, hag e-pad ur serr-lagad e c'helle gwelet dremm Christian.

2023
Référence : DREAM p. 98

D'un devezh ma ne oa ket c'hoazh erru an heol d'ar gêrig, a-boan trawalc'h evit kas un tamm sklêrijenn war pikernioù ar menezioù e-pad ur serr-lagad, e kemeras Kathrine penn hent an tour-tan war he skioù ha komz a reas gant diwallerien an tan.

2023
Référence : DREAM pp.42-43

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux