Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. A. [1898] Taolennadur savet diwar patrom udb., evit reiñ un alberz eus udb., d'an arvester da empentiñ ar skouerenn orin. [1898] Prenet e vuhe[z] neve[z], enni skeudenno[ù] k[a]er hag ar ganaouenn savet en e enor gant sant Bonavantur, troet en brezhoneg. DHS. livadur, luc'hskeudenn, tresadenn. B. 1. Taolennadur bosek eus udb. Skeudenn ur pezh moneiz. 2. Oberenn kizellet a daolenn ur boud en e bezh. Ur skeudenn vaen, ur skeudenn goad, ur skeudenn arem. Skeudenn bleizez Roma. HS. delwenn, patrom (skouer). & Hanter-skeudenn : skeudenn eus penn un den ha lodenn uhelañ e gorf. 3. Ent strizh RELIJ. Delwenn un doue pe udb. a azeuler. Skeudenn al leue aour. DHS. patrom. C. 1. Distaol (II C) eus udb. war ur gorread plaen ha lufr. Gwelet e vez skeudenn al loar war dour al lenn. Sellet ouzh e skeudenn er melezour. DHS. adsked. 2. Skeudennadur udb. dre ar spered. A-feur ma lenne e teue ur skeudenn war e spered. Ar skeudenn eus kement-se zo chomet em fenn. DHS. hunvre, mennozh, soñj. 3. Dre ast. Arouez. Skeudenn ar gounid eo ar bezv ha skeudenn ar c'holl eo ar c'helvez e gwerzioù ar varzhed kozh. 4. Dre ast. Hevelebiezh, heñveledigezh. Ma c'hrouet hoc'h eus diouzh ho skeudenn. D. YEZHON. Skeudenn-lavar : doare lavar a vez un dalvoudegezh arouezel gantañ en abeg da dermenoù a gaver ennañ o devez ur ster fetis diouzh boaz hag a implijer en degouezh-se evit geriañ traoù difetis. En e varzhonegoù e ra kalz gant skeudennoù-lavar. & Dre skeudenn-lavar : oc'h implij ur ger fetis gant un dalvoudegezh difetis. "Heol" a dalvez "levenez" dre skeudenn-lavar. II. H.b. 1. Skeud. 2. Livour. (war ul livadur, war un dresadenn) Tachadoù liv teñval a dalvez da aroueziañ ar skeudoù, an deñvalijenn pe a dalvez da lakaat livioù muioc'h a-wel. Re a skeudenn hoc'h eus lakaet.

Exemples historiques : 
47
Masquer la liste des exemples

skeudenn

1732
Référence : GReg pg figure (Figure , représentation de différentes choses)

skeudennoù

1732
Référence : GReg pg figure (Figure , représentation de différentes choses, pl.)

graet skeudennoù

1732
Référence : GReg pg figurer (tracer quelque figure)

ober skeudennoù

1732
Référence : GReg pg figurer (tracer quelque figure)

Ar bed ned eo nemet ur skeudenn hag ur skeudenn pehini a dremen.

1732
Référence : GReg pg figure (Le monde n’est qu’une figure, & une figure qui passe.)

Re a skeudenn hoc'h eus lakaet.

1850
Référence : GON.II.HV pg skeûden (vous avez mis trop d'ombres).

skeudenn lec'hioù

1850
Référence : GON.II.HV pg skeûden-léac'hiou (décoration, représentation des lieux où l'action d'une pièce de théâtre est censée se passer).

skeudennoù lec'hioù

1850
Référence : GON.II.HV pg skeûden-léac'hiou (décoration, représentation des lieux où l'action d'une pièce de théâtre est censée se passer. Pl.)

Skeudenn ar gounid eo ar bezv, ha skeudenn ar c'holl ar c'helvez, e gwerzioù ar varzhed kozh.

1850
Référence : GON.II.HV pg skeûden (le bouleau est l'emblème de la victoire et le coudrier l'emblème de la défaite, dans les poëmes des anciens Bardes. HV).

skeudennoù

1850
Référence : GON.II skeûden (représentation, exposition devant les yeux. image. figure. - ombres, en terme de peinture, les couleurs obscures qu'on emploie dans un tableau pour rehausser les autres. emblème, figure symbolique. symbole. HV. au figuré, idée, notion que l'esprit se forme de quelque chose. Pl.)

skeudenn

1850
Référence : GON.II pg skeûden (représentation, exposition devant les yeux. image. figure. - ombres, en terme de peinture, les couleurs obscures qu'on emploie dans un tableau pour rehausser les autres. emblème, figure symbolique. symbole. HV. au figuré, idée, notion que l'esprit se forme de quelque chose).

Ar skeudenn anezhañ em eus gwelet.

1850
Référence : GON.II pg skeûden (j'en ai vu la représentation, la figure).

Ar skeudenn eus a gement-se a zo chomet em penn.

1850
Référence : GON.II pg skeûden (l'idée m'en est restée dans la tête).

E-kreiz ar solier-se, war ur piltos koad derv, evit bezañ gwelet a-bell, e oa lakaet skeudenn, pe batrom Mirabeau.

1877
Référence : EKG.I. p.176

Prenet e vuhe[z] neve[z], enni skeudenno[ù] k[a]er hag ar ganaouenn savet en e enor gant Sant Bonavantur, troet en brezhoneg

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.

1923
Référence : SKET p.14

"berrvos" g. [...] (ivez "izelvos", "skeudenn bos bihan").

1923
Référence : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Bas-relief".

houarn-goaf trebarzhet ennañ skeudenn ar greskenn

1923
Référence : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fer de lance où l’image du croissant a été decoupée à jour ; (ha treuz-didreuz)".

Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerzh an doue-se, hon tad deomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet dezhañ al lesanv a « Belatukadros ».

1923
Référence : SKET p.42

E-barzh bez an tri roue, d'e ziwall, ez eus eur skeudenn ramzel kizellet er maen : hini ur c'hi penn den o sellout ouzh ar sav-heol.

1923
Référence : SKET p.18

Ha kaer en devoa sellet en-dro dezhañ, den ne wele ; ne wele nemet skeudenn hir-hir an hoper.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

N’ho poa nemet lakaat war ho koañvenn un tamm koad brein bruzunet, diframmet diouzh e skeudenn ha lavaret pemp gwech Hon tad pehini a zo en neñv ha Ni ho salud, Mari, an deiz war-lerc’h gweñvet ar goanvenn.

1925
Référence : BILZ2 p.136

E vlev melen, skeudenn ur mintinvezh, pegen koant en keñver penn moal an aotrou…

1925
Référence : BILZ2 p.153

Pell, pell-amzer e oa abaoe m’en devoa graet ar paotr e zibab, abaoe m’en devoa faoutet gant e gontell biz-meud ur plac’hig yaouank ha sunet dezhi he gwad, abaoe m’en devoa hi dalc’het semplet entre e zivrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezhig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kuñv a oa antreet en e eñvor.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Kaerderioù va bro a dremene, a-wel da'm spered enkrezet, evel ma tremen skeudennoù ur fiñverez skeudennaouerez dirak daoulagad boemet un arvester.

1929
Référence : SVBV p.17

Evit fiordoù Norge en deus Gregory (82) roet ivez ur seurt diskleriadur ; ha sur eo ez eo treset ar c'harrezennadur a spurmanter war aod Norge gant seurt darvoudoù er bluskenn-vaen (Gwelout, war ar skeudenn 7, an emreteradurioù Biz-Mervent ha Gwalarn-Gevred er fiordoù).

1943
Référence : TNKN p64

Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.

1944
Référence : EURW.1 p17

Dre-holl ne weled nemet skeudennoù kaer.

1944
Référence : EURW.1 p48

Ha setu ar vamm hag ar mab war ar memes hent, o tont o-daou da anaout Breizh, na oa nemet ur skeudenn vouk evito.

1944
Référence : EURW.1 p41

Ha setu ma fiñv ar skeudenn santel.

1949
Référence : SIZH p.38

Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ, hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.

1954
Référence : VAZA p.22

Tapit krog, mar plij, em skeudenn embannet e niverenn 36 « Al Liamm », ha sed aze dirazoc'h va zad heñvel-poch.

1954
Référence : VAZA p.18

Be' vo din, a soñj ar chaseour skeudennoù

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.

1985
Référence : DGBD p.13

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Référence : DGBD p9

Gwelet em boa poltred an itron war ur skeudenn tennet gant ul luc'hskeudenner bale-bro : ur vaouez fonnus he bronnoù, tro enni ken ledan he c'halon hag he feultrin : e-touez ar re dreut an hini eo e kavar atav an dud pizh, treut hag imoret-fall.

1992
Référence : EAZB p. 17

e-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus.

2012
Référence : DJHMH p22

N'en em douellan ket. An hini a zeu e-barzh ur vilin a zeu gwenn er-maez. Hag an dud a gavo skeudennoù kalz divalavoc'h c'hoazh.

2012
Référence : ADULT p. 173

Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 15

Disheñvel stumm rouedad ar prenestrier uhel, disheñvel gwaregadur ar garidoù-moger, disheñvel kenaozadur ar peulioù ha me 'oar pet munud all (skeudennoù 7 hag 8).

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Se zo kaoz eo pouezus gwelet hoc'h istor evel un heuliadenn skeudennoù ha prantadoù kreñv

2015
Référence : DISENT p79

Ne c'haller soñjal ken e-barzh hon obererezhioù hep teurel evezh ouzh ar skeudenn a chomo dioute war o lerc'h, nag er gemenadenn a felle dimp skignañ gant an taolioù-se.

2015
Référence : DISENT p81

Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d'ar patron plegañ hag asantiñ da c'houlennoù an harzdebrerien...

2015
Référence : DISENT p83

Klask a ran faltaziañ e'm spered skeudenn un den a vevje diwar erez ha kaz ar re all.

2015
Référence : EHPEA p56

Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...

2015
Référence : DISENT p57

Gallout a ra ivez an disenterien tuta evit ma vo muioc'h a berzhidi en obererezhioù, diskoachañ kraperien evit stagañ ur giton ouzh ur savadur bennak, peotramant stourmerien barrek war ar poltrediñ hag ar filmañ evit ma chomo skeudennoù a-feson da dalvoudekaat war Internet goude an taol, hag all, hag all...

2015
Référence : DISENT p17

Ar solieradur annezañ nemetañ, a-us ar stal, a gloka skeudenn an dilezidigezh.

2016
Référence : BARDF p209

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux