Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
Pell, pell-amzer e oa abaoe m’en devoa graet ar paotr e zibab, abaoe m’en devoa faoutet gant e gontell biz-meud ur plac’hig yaouank ha sunet dezhi he gwad, abaoe m’en devoa hi dalc’het semplet entre e zivrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezhig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kuñv a oa antreet en e eñvor.
Evit fiordoù Norge en deus Gregory (82) roet ivez ur seurt diskleriadur ; ha sur eo ez eo treset ar c'harrezennadur a spurmanter war aod Norge gant seurt darvoudoù er bluskenn-vaen (Gwelout, war ar skeudenn 7, an emreteradurioù Biz-Mervent ha Gwalarn-Gevred er fiordoù).
Ha setu ma fiñv ar skeudenn santel.
Bep tro ma felle dezho briata o c'haredig pe ma stage hemañ d'ober un tamm frotañ dezho, kammed ne veze ankounac'het ganto klenkañ en un diretenn an Itron-Varia Lourdez pe Jezuz ouzh e groaz, betegouzout na glevje ha na welje ar skeudennoù sakr-se tra pe dra gouest d'o feukañ ha d'o glac'hariñ.
[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
Kempennet en devoa e kambr al laezh ur seurt chapelig gant skeudennoù sant Erwan, sant Tual ha sant Jozeb, patrom ar barrez, treset ha livet war ar mogerioù gwenn-raz gant brudetañ arzour ar c'horn-bro, Mabig ar Remon, skarzher[-]seminaloù (ur c'hwil all, pa lavaran, itrik e-leizh ennañ [ ) ], hag a-us d'an aoter - ur c'hozh laouer-doaz - e oa stag ar C'hrist bragezennet emaon o paouez komz dioutañ.
Skignet e veze zoken skeudennoù flemmus-tre ma weled warno Fallières war e grabanoù o lipat botoù an Impalaer labezet a wad hag o lavarout d’ar pennoù[-]bras bodet e[n]-dro dezho, eskibien, admiraled, ministred hag all : « Ma ! blaz ar mel a zo ganto ! »
Kempennet e oa holl straedoù ar gêrbenn gant skeudennoù Fallières hag ar roue, gant drapelloù triliv hag an Danbrok, ar banniel broadel ruz tan [ruz-tan] gant ur groaz wenn warnañ.
Be' vo din, a soñj ar chaseour skeudennoù
Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.
Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.
Gwelet em boa poltred an itron war ur skeudenn tennet gant ul luc'hskeudenner bale-bro : ur vaouez fonnus he bronnoù, tro enni ken ledan he c'halon hag he feultrin : e-touez ar re dreut an hini eo e kavar atav an dud pizh, treut hag imoret-fall.
e-keit ma oa gourvezet o treiñ-distreiñ en noz teñval-sac'h, er gambr he stignoù tev, e teue danevell an Ao. Enfield d'e spered, e stumm un aridennad skeudennoù luc'hus.
N'en em douellan ket. An hini a zeu e-barzh ur vilin a zeu gwenn er-maez. Hag an dud a gavo skeudennoù kalz divalavoc'h c'hoazh.
Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.
Disheñvel stumm rouedad ar prenestrier uhel, disheñvel gwaregadur ar garidoù-moger, disheñvel kenaozadur ar peulioù ha me 'oar pet munud all (skeudennoù 7 hag 8).
Klask a ran faltaziañ e'm spered skeudenn un den a vevje diwar erez ha kaz ar re all.
Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d'ar patron plegañ hag asantiñ da c'houlennoù an harzdebrerien...
Gallout a ra ivez an disenterien tuta evit ma vo muioc'h a berzhidi en obererezhioù, diskoachañ kraperien evit stagañ ur giton ouzh ur savadur bennak, peotramant stourmerien barrek war ar poltrediñ hag ar filmañ evit ma chomo skeudennoù a-feson da dalvoudekaat war Internet goude an taol, hag all, hag all...
Se zo kaoz eo pouezus gwelet hoc'h istor evel un heuliadenn skeudennoù ha prantadoù kreñv
Ne c'haller soñjal ken e-barzh hon obererezhioù hep teurel evezh ouzh ar skeudenn a chomo dioute war o lerc'h, nag er gemenadenn a felle dimp skignañ gant an taolioù-se.
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
Ar solieradur annezañ nemetañ, a-us ar stal, a gloka skeudenn an dilezidigezh.
Ha sed a fell din parraat outañ, ken na'm bo aterset sekretourez Makridis da nebeutañ ha ma'm bo ur skeudenn resisoc'h eus an Albaniz e laboure en e embregerezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
skeudennadur