Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an embannadurioù) Zo moullet skeudennoù warnañ. Moulladurioù skeudennet. Ur strobad kelaouennoù skeudennet. DHS. skeudennek. 2. (db. an dud pe an traoù) Zo bet graet ur skeudenn anezhañ. Paotred a weler skeudennet war kelornioù arem. [1954] Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

ha war an daolenn-se e oa skeudennet e mil liv disheñvel : koadoù gwerc'h, enno oc'h ebatiñ marmouzien

1929
Daveenn : SVBV p.18

E lec'hioù a zo n'eus ket ouzhpenn hanter-kant metr eus an eil ribl d'egile. E-tal Ploveilh, uheloc'h eget al lodenn skeudennet amañ.

1943
Daveenn : TNKN p15

Fent a rae din dre ma tenne d’ar gouerien dizesk, met rok ha leun a furnezh, skeudennet gant e genvroad Tolstoï en e oberennoù ken hir ha ma ’z int peurgontrol d’ar wirionez.

1954
Daveenn : VAZA p.186

Ur vamm a c'houlenn bezañ skeudennet gant he daou vugel, setu a zo graet.

1985
Daveenn : DGBD p31

Ofis publik ar brezhoneg