Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. 1. (db. an taolennoù e liv, an tresadennoù) Degas tachadoù teñval evit aroueziañ ar skeud, an deñvalijenn pe evit lakaat livioù muioc'h a-wel. Skeudenniñ un daolenn. 2. Taolenniñ dre dresañ pe dre livañ. & Dre ast. Luc'hskeudenniñ. 3. Dre ast. Deskrivañ, taolenniñ. Skeudenniñ a reont kadarnded ar Gelted. 4. Skeudennaouiñ. Skeudenniñ al levr, golo hag all. II. V.g. (db. an traoù) Bezañ distaolet e dres gant ur c'horreenn plaen ha lufr. He dremm a skeudenne en dour.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

skeudennañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûdenna (ombrer, en terme de peinture, mettre les ombres, distinguer, par le moyen du crayon ou du pinceau, ce qui est supposé frappé de la lumière de ce qui ne l'est pas).

skeudennet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûdenna (ombrer, en terme de peinture, mettre les ombres, distinguer, par le moyen du crayon ou du pinceau, ce qui est supposé frappé de la lumière de ce qui ne l'est pas. Part.), pg skeûdenni (peindre, représenter, figurer un objet par les traits, les couleurs, etc. Part.)

skeudenniñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûdenni (peindre, représenter, figurer un objet par les traits, les couleurs, etc.)

Skeudennet mat eo gantañ.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skeûdenni (il l'a bien peint).

2° un daolenn-amzeroniezh a ray da sklêrijenniñ ar pellamzerioù evel ma ra an taolennoù-douaroniezh da skeudenniñ ar pellvroioù [.]

1923
Daveenn : SKET p.6

N’oufe gerioù distaget gant genou mab-den, ne vern e pe yezh, peurskeudenniñ kened, nerzh, haelded, enor ar pevarzek den yaouank-se.

1923
Daveenn : SKET p.120

Evel-se, en o zouez, ec’h azeul ar C’hresianed doueez ar Garantez a anvont Aphroditê, nemet e skeudennont anezhi e daou zoare gwallzisheñvel.

1923
Daveenn : SKET p.100

Hemañ, aet da gi gant ar beajour kelt, a zo, e gwirionez, ul leon penn den, o skeudenniñ an doue Harmakhis, a, heol en dremmwel […].

1923
Daveenn : SKET p.18

Artaios a ziskouezas dezhañ en diabell ur roc’h en he sav-sonn war glann ar stêr hag a skeudenne en dour splann he fenn tribegek : [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.45

Sevel a rejont e bourk Karnoed an ti bourc'hiz am eus skeudennet penn-kentañ va eñvorennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p13

Evit Deiz Kentañ ar bloavezh 1938 em eus un testeni pishoc'h peogwir e oan en em lakaet da skeudenniñ, er mintin-se, darn eus ar re a oa o labourat ganeomp, moarvat goude ma oant bet deut da hetiñ bloavezh deomp.

1985
Daveenn : DGBD p118

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial