Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Oberiadur stummañ skeudenn udb. diheverz pe ezvezant. Skeudennadur an traoù bev. 2. Hollad an tresadennoù, ar skeudennoù, al luc'hskeudennoù, an taolennoù zo lakaet en ul levr, ur gelaouenn, h.a. evit bravaat, kinklañ pe splannaat ar skrid, evit kelaouiñ al lennerien. Skeudennadur al levr-mañ zo diwar dorn un tresour brudet. 3. Difetis Tra a furm e spered un den hag a ro ur soñj dezhañ eus udb. zo anezhañ er bed merzadus.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Livet e veze ar skoedoù prenn, pe gaeraet a ginkladurioù metal : kelc’hioù kengreizek, arouezioù (kroazioù, hevoudoù), skeudennadurioù miled (moc’h-gouez, garaned hag all).

1923
Daveenn : SKET p.78

Goude ar skeudennadur roet gant Shepard, ha diverret uheloc'h, e kav deomp avat ez eo talvoudus rannañ ar c'haniennoù etre daou rummad bras: ar re a zo e-tal genoù ur stêr vras, hag ar re all.

1943
Daveenn : TNKN p80

Danvez 'zo enni a-dra-sur da voueta hor skeudennadur eus ar Grennamzer faltaziet.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial