Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tachennad teñval taolet gant udb. en em gav war hent bannoù ar gouloù. Ar wezenn-se a daol skeud ledan en-dro dezhi. Mont e skeud ur wezenn. & Trl. Kaout aon, lammat, spontañ, tec'hel rak, a-raok e skeud : bezañ aonik-tre. [1877] Ya, me gred, va zad, em eus kalon, ha n’on ket den da dec’het a-raok va skeud. [1924] N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud. & Kaout terzhienn skeud : bezañ aonik-tre. HS. amc'houloù, disheol, teñvalijenn. 2. Dre skeud. Neuz dispis ha berrbad eus udb. Tremenet eo evel ur skeud : buan-tre. & Trl. Na gavout skeud ebet eus ub., udb. : na gavout roud ebet anezhañ. & Na welet skeud ebet diouzh ub., udb. : na gavout roud ebet anezhañ. & Reiñ da ub. ur skeud eus udb. : reiñ dezhañ un alberz eus an dra-se. Ar sant, evit reiñ dimp ur skeud eus ar mister-mañ, a lavar ez eo Doue un heol. 3. Dre ast. Adsked, skleur. Gwelet e skeud en dour. 4. Neuz vlin, gwanaet eus ub. pe udb. Treutaet eo kement ma n'eo nemet ar skeud anezhañ. 5. Dre ast. Gweledigezh diwirion un den marv. Skeudoù kestell Skos. Skeud an Ankoù. HS. spes, tasmant, teuz. 6. ROUEZ Delwenn. 7. (en e furm lies) Spesoù. Ar salver bev-buhezek dindan skeudoù ar Sakramant. 8. Tr. ar. War-skeud : e-skeud (I 1). Mont er-maez war-skeud mont da bourmen. DHS. damskeud.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

skeud

1499
Daveenn : LVBCA p184 (ombre)

skeud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ombre

skeudoù

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

ar skeud anezhañ a welan

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

lammout rak e skeud

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

ar skeud anezhañ n'en deus ken

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

esked

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

esked

1850
Daveenn : GON.II pg esked

skeud

1850
Daveenn : GON.II pg skeûd

skeud

1850
Daveenn : GON.II pg skéd, skeûd

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

« Atav oc'h lojet tost da neizh filip an doenn ; / Gwisket e miz Kerzu, evel e miz Even ; / En hañv evel er goañv[,] c'hwi a zo hoc'h-unan, / Ho skeud[,] ho mevel bras hag ho mevel bihan.

1867
Daveenn : MGK p123

Petra a soñjan ? E feiz, netra a vat ebet, avat. Jañ-Mari a zo sec’h ha rok an tamm anezhañ ; e dri [m]ab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n’o deus ket aon rak o skeud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

— Ha kalon hoc’h eus ? — Ya, me gred, va zad, em eus kalon, ha n’on ket den da dec’het a-raok va skeud.

1877
Daveenn : EKG.I. p.19

Ha me, kaer am boa sellet pizh ha lugerniñ va daoulagad a bep tu, ne welen ket zoken skeud un den bev.

1878
Daveenn : EKG.II p.48

Ar soudarded a yae hag a deue dre an ti ; pec’hiñ ha sakreal a raent ; kas ha digas a raent ar paour kaezh Bielon, ne ouie ket edon en e di, rak evel ur skeud e oan pignet er siminal.

1878
Daveenn : EKG.II p.138

El lec’hioù ma c’holo ar c’hoadoù lein tornaodoù serzh, e kresk ar gwez faou ha derv e bevennig an islonk : skignañ o barroù deliaouek a-us d’an tonnoù a reont hag astenn o skeud war ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.94

Hag hen kuit ! M’en em gollas ar gwel anezhañ er skeud-noz a deñvalae ar reter.

1924
Daveenn : SKET.II p.43

N’oa ket spontik, c’hwi a oar, ar Manac’h d’ar c’houlz-se, yaouank a oa ha n’en devoa ket aon rak e skeud.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Strishaat a reont he hent dezhi. O skeud pounner ha divent a daolont war he dourioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Sede va c'hloc'hdi dantelezhek-uhel ha meurdezus gant e gleier arem o teurel e skeud ramzel war an ti bihan e-lec'h ma'z on ganet

1929
Daveenn : SVBV p.17

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Tri baotr [sic] mat, n'o doa ket aon rak o skeud.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Na, pa ne spontomp rak hor skeud / Ha, pa c'houzomp, 'tre gaou ha gwir, / Pezh ' zo dereat da zilenn, / E tibabomp dinec'h, bilen, / Ha n'ac'h eus mui da vevañ hir !

1960
Daveenn : PETO p76

En an' Doue, ma zorfejoù, / Distaol din, ha ma fec'hejoù, / Din, ar c'hablus, an divalav, / A zellezfe kaout da halv / Ouzh e zremm ken lor ha ginet / Enni skeud un askre krinet.

1960
Daveenn : PETO p82

Badaouet, boemet e rankan bezañ : un enezenn a welan du-hont, he skeud gwez fraezh-tre da welout war an dremmwel alaouret.

1985
Daveenn : DGBD p142

Da grediñ eo en devoa gwelet en e gousk skeudoù an Alamaned a zalc'has ar c'horn-douar-se etre 1911 ha 1914, ma rankjont tec'hout eus Ukoko, hag a droas goude e "Cocobeach", pe marteze ez eo ur c'hoñversant saoz bennak hag a vije bet diazezet eno ur wech bennak.

1985
Daveenn : DGBD p88

melkoniet ma oa e spered, e kredas dezhañ lenn ur seurt gourdrouz en adskedoù krenus an tan war an arrebeuri lufret-aketus, hag er skeudoù enkrezus o korolliñ war al lein.

2012
Daveenn : DJHMH p29

Er parkoù, ar skeud oc'h en em ledañ goustad warno, e weler traktourioù o treuziñ-didreuziñ an douaroù nevez difrouezhet, o touarañ an eost kozh hag o prientiñ an hini da zont war un dro, heuliet gant nijadoù skreved trouzus ha lontek.

2015
Daveenn : TEVAG p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial