sklaset
Garv[-]daonet e oa an amzer hag en hor c’hoazez e oamp e-tal an oaled oc’h evañ kafe en-dro d’un tantad lann ha mouded a boazhe hon divrec’h hag hon divhar e-keit ma veze sklaset hor c’hein gant an avel silet a-vouchadoù dre doull ar c’hrignol.
"C'hwi 'oar, gwelloc'h na gomz eus an notenn-se", eme mestr an ti. "Ya, Aotrou", eme ar c'hloareg. "Me 'gompren." A-boan ma voe Utterson e-unan en noz-se, ma sparlas an notenn en e armel-houarn, m'eo chomet abaoe. "Petra !" a soñjas. "Henry Jekyll, sevel ur falsad evit salviñ ur muntrer !" Ha sklaset e voe e wad.
Piñsat a eure traoñ an divesker neuze hag o kas e zaou zorn uheloc'h en hon lakae da intent e sklase ar c'horf hag e reude. Hag en ur stekiñ outañ adarre e lavaras deomp penaos, pa dizhje ar yenion ar galon, ez aje Sokrates alese.
Mots précédents
Mots suivants
sklasenn