Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1931, 1944, 1954, 1955, 1985, 2015] Ensavadur kelenn uhel, rannet e kevrennoù, zo goude an eil derez. Skolioù-meur Alamagn, ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur. Skol-veur Brest, Naoned, Roazhon. Skol- veur Oxford. Goude bezañ tapet e vachelouriezh e lakaas e anv er skol-veur.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

hucher skol-veur

1931
Référence : VALL pg appariteur

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Référence : EURW.1 p.188

— « [Ma breur] Ne ra micher ebet rak klañvidik eo ; mes lisañsiet eo bet e Skol-veur lizhiri Roazhon. »

1944
Référence : EURW.1 p54

Dre un taol-degouezh, goulennet e voe diganimp an deiz war-lerc’h goude kreisteiz piv a felle dezhañ lakaat e anv war roll ar vachelourien da zont, rak ret e oa kas hep dale ar baperenn-se da Skol-Veur Roazhon.

1954
Référence : VAZA p.67

Kenteliet e voe bet gwechall Nikolaz Aleksandrovitch gant G. Lanson, kelenner e Skol-Veur Paris [Pariz], ha komz a rae galleg eus ar c’hentañ.

1954
Référence : VAZA p.162

E-keit ma veze va skolaerez o plediñ gant he micher ne chome ket he gwaz da vuzhugenniñ na da dreiñ ar c’hi dre al lost, nann, ma karan ! en em deurel a ris raktal da zeskiñ yezh ar vro ha ret e oa din stardañ outi da vat dre ma ranken bezañ prestik e-tailh da dremen un arnodenn diaes a-walc’h er Skol-Veur kent gallout bezañ e gopr gant ar gouarnamant.

1955
Référence : VBRU p.60

Distreiñ a ris da Roazon ha mont da ober un dro da rann an douarouriezh e Skol-Veur ar Skiantoù.

1985
Référence : DGBD p5

Met klask kompren ivez, goude an holl studioù-se, n'on ket evit bevañ diwar ma micher. Mareoù 'zo ma lavaran ouzhin-me "pe da vad ar studioù hir-se? Gwelloc'h e vije bet dit kavout ul labour bennak tre goude ar skol-veur. Muioc'h e'z aes[aez] e vijes bremañ."

2015
Référence : EHPEA p65

L'Office public de la langue bretonne