Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Ensavadur kelenn uhel, rannet e kevrennoù, zo goude an eil derez. Skolioù-meur Alamagn, ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur. Skol-veur Brest, Naoned, Roazhon. Skol- veur Oxford. Goude bezañ tapet e vachelouriezh e lakaas e anv er skol-veur.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

hucher skol-veur

1931
Daveenn : VALL pg appariteur

— « [Ma breur] Ne ra micher ebet rak klañvidik eo ; mes lisañsiet eo bet e Skol-veur lizhiri Roazhon. »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Distreiñ a ris da Roazon ha mont da ober un dro da rann an douarouriezh e Skol-Veur ar Skiantoù.

1985
Daveenn : DGBD p5

Met klask kompren ivez, goude an holl studioù-se, n'on ket evit bevañ diwar ma micher. Mareoù 'zo ma lavaran ouzhin-me "pe da vad ar studioù hir-se? Gwelloc'h e vije bet dit kavout ul labour bennak tre goude ar skol-veur. Muioc'h e'z aes[aez] e vijes bremañ."

2015
Daveenn : EHPEA p65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial