I.
Troet da skorn.
Dour skornet. Skornet eo ar poull.
II.
Dre ast.
1. Bezañ ken yen hag ar skorn.
Skornet eo e dreid.
&
(impl. da ak.)
Gant ar skornet ma'z eo an noz.
2. Bezañ digaz, hep gallout santout pe diskouez santadoù.
Lavaret a rafed ez eo skornet e ene en e greiz.
Référence :
GReg
pg glacial, -e (la mer glaciale qui est toûjours glacée)
Skornet eo an dour.
Scournet eo an dour.
1732
Référence :
GReg
pg geler (L'eau est profondément gelée.)
Ker kalet eo ar rev ma 'z eo sklaset ar stêr ha skornet ar vein gantañ.
Qer caled eo ar réau, ma zeo sclaçzet ar stær, ha scournet ar væin gandhâ.
1732
Référence :
GReg
pg gelée (La gelée est si forte, que la riviere est prise, que les pierres en sont gelées.)
Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.
Qer yen e teu ar c'hompsyou èr meas eus e gorf, ma lavarac'h eo scournet e ene èn e greiz.
1732
Référence :
GReg
pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)
— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.
— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed a fors da lopa var ar goueriaded.
1877
Référence :
EKG.I.
p.169
— Ya, koulz eo deomp, rak skornet eo dija va divesker a-zindanon.
— Ia, kouls eo d’eomp, rak skournet eo dija va divesker azindan-on.
1877
Référence :
EKG.I.
p.75
— Ned an ket da, re but eo an avel aze ; ho krediñ a ran. — Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp, ha koulskoude n’hor beus graet nemet redet, klask ha furchañ dre-holl abaoe m’omp savet amañ.
— Ne d’an ket da, re but eo an avel a-ze ; ho kredi a ran. — Ia, c’houi lavar, put eo an avel. Skournet omp, ha koulskoude n’hor beuz great nemed reded, klask ha furcha dre oll abaoue m’omp savet aman.
1878
Référence :
EKG.II
p.131
Edont o vont dre an hent bras war-eeun da vaner Kerandraon, el lec’h m’oa bet o chom an Aotrou de Kermoysan [sic], pa welas ur soudard un den diwar ar maez, e-kreiz ur park, oc’h esa tennañ panez a daolioù trañch, rak skornet-kalet e oa an douar ha n’oad evit ober seurt gant ar bal.
Edont o vont dre an hent braz var eeun da vaner Kerandraon, el leac’h m’oa bet o chom an Aoutrou de Kermoysan, pa velaz eur zoudard eun den divar ar meaz, e kreiz eur park, oc’h esa tenna panez a daoliou tranch, rak skournet kalet oa an douar ha n’oat evit ober seurt gand ar bal.
1878
Référence :
EKG.II
p.181-182
— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.
— Sell-ta, eme-ve dign va-unan ; gleb oun hag aman euz eun tan braz, kouls eo dign sec’ha va dillad araok mont kuit, rak anez e vezign skournet araok varc’hoaz vintin.
1878
Référence :
EKG.II
p.31
Gouzout a rit edod, er mare-se, e-kreiz miz Meurzh ; ar goañv a yoa rust, yen e oa an amzer, ar poull a yoa skornet.
Gouzout a rit edot, er mare-ze, e kreiz miz meurz ; ar goan a ioa rust, ien oa an amzer, ar poull a ioa skournet.
1878
Référence :
EKG.II
p.162
A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.
A-boan m'hor boa karget hor c'horf, ha prest da vont da gousket asambles en eur gwele kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet eur wetur o ruilhal war an hent skornet, hag o chom a-sao dirak dor an ostaleri.
1944
Référence :
EURW.1
p38
Ur peoc'h skornet a rene ; ar « pion » a yae hag a zeue en ul lenn e vreviel.
Eur peoc'h skornet a rene ; ar « pion » a yae hag a zeue en eul lenn e vreviel.
1944
Référence :
EURW.1
p33
Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.
Yen e oa ; erc'h a goueze stank, hag ar c'herzed a oa diaes war an douar skornet.
1944
Référence :
EURW.1
p36
Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.
Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teotou simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urz a lerez ken kalet ha dir.