Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Troet da skorn. Dour skornet. Skornet eo ar poull. II. Dre ast. 1. Bezañ ken yen hag ar skorn. Skornet eo e dreid. & (impl. da ak.) Gant ar skornet ma'z eo an noz. 2. Bezañ digaz, hep gallout santout pe diskouez santadoù. Lavaret a rafed ez eo skornet e ene en e greiz.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Skornet eo an dour.

1732
Daveenn : GReg pg geler (L'eau est profondément gelée.)

Ker yen e teu ar c'homzoù er-maez eus e gorf, ma lavarac'h eo skornet e ene en e greiz.

1732
Daveenn : GReg pg gelé (On diroit qu'il a l'ame gelée, tant il parle d'un froid pénétrant.)

ar mor skornet

1732
Daveenn : GReg pg glacial, -e (la mer glaciale qui est toûjours glacée)

Ker kalet eo ar rev ma 'z eo sklaset ar stêr ha skornet ar vein gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg gelée (La gelée est si forte, que la riviere est prise, que les pierres en sont gelées.)

— Nann, eme unan eus ar soudarded, evidon-me a oa skornet dija, ha n’em eus gellet tommañ din, nemet a-forzh da lopañ war ar goueriaded.

1877
Daveenn : EKG.I. p.169

— Ya, koulz eo deomp, rak skornet eo dija va divesker a-zindanon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

— Ned an ket da, re but eo an avel aze ; ho krediñ a ran. — Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp, ha koulskoude n’hor beus graet nemet redet, klask ha furchañ dre-holl abaoe m’omp savet amañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.131

— Sell ’ta, emeve din va-unan ; gleb on hag amañ ez eus un tan bras, koulz eo din sec’hañ va dilhad a-raok mont kuit, rak anez e vezin skornet a-raok warc’hoazh vintin.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ur peoc'h skornet a rene ; ar « pion » a yae hag a zeue en ul lenn e vreviel.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Petra ' c'hoarvezfe ma vefemp dizornet ? / Hon teodoù simudet a chomfe skornet, / Rak diganto, da brezeg, ' lamfed ar gwir / Dre an urzh a lerez ken kalet ha dir.

1960
Daveenn : PETO p18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial