Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. Arz an aozañ sonioù hervez reolennoù resis ha kemmus diouzh al lec'hioù ha diouzh ar mareoù. Notennoù sonerezh. Pezhioù sonerezh. Paper sonerezh. Ur skol sonerezh. Ur strollad sonerezh. Ur gevezadeg sonerezh. & Gouzout lenn ar sonerezh : bezañ gouest da zigejañ ur skrid sonerezh. & Aozañ sonerezh : sonaozañ 2. (dirak un ag. pe un ak.) Unan eus kevrennoù an arz-se end-eeun a voder ennañ an oberennoù, an tonioù o deus perzhioù boutin etrezo. Ar sonerezh klasel, henvoazel. Ar sonerezh klav, mouezh. Ar sonerezh kambr. Ar sonerezh binioù. & Ar sonerezh iliz : a denn d'ar relijion. Ar sonerezh foran : na denn ket d'ar relijion. [1954] Kinniget am boa dezhi ar c’hanaouennoù kendoniet gant Bourgault-Ducoudray, rak ne skuizhe ket o selaou danvez he den o tivizout diwar-benn hor sonerezh, hon yezh, hor pobl o stourm e-pad kantvedoù evit mirout he frankiz.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

sonerezh g.

1923
Référence : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(la) musique".

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Référence : SKET p.58

levr sonerezh

1931
Référence : VALL pg album (de musique)

Kinniget am boa dezhi ar c’hanaouennoù kendoniet gant Bourgault-Ducoudray, rak ne skuizhe ket o selaou danvez he den o tivizout diwar-benn hor sonerezh, hon yezh, hor pobl o stourm e-pad kantvedoù evit mirout he frankiz.

1954
Référence : VAZA p.181

Kement ha ken bihan ma krogis da brederiañ : « Kaerañ tra ’oufen ober e dibenn va studi, emezon, eo klask tu da vezañ degemeret er Skol Sonerezh ha Displegerezh e Paris [Pariz] ».

1954
Référence : VAZA p.69

An deiz war-lerc’h, e tegasas Toto al levrioù-se d’ar « Rusianez » , ha setu lorc’h ennañ, met ar wech-mañ ’vat e savas kaoz, [neket] allas eus ormel, met a-zivout ar sonerezh dre vras, al lennegezh, ar varzhoniezh hag ur bern fardach all na oant nemet terra ignota evit ar paourkaezh paotr.

1954
Référence : VAZA p.179

Ar sonerezh, avat, be' c'hellit ober dioutañ kement ha ma plij deoc'h, ne leunio an ec'honder nemet amzer un eiladenn : kerkent ha graet ez eo steuziet.

1992
Référence : EAZB p. 109

Selaou a raent pizh hor c'haozeadennoù -met tu 'vez atav da skrivañ an traoù pouezusañ, pe da lakaat sonerezh kuit na vefe klevet ar mouezhioù- ha sellout a raent ouzhimp gant gevellunedoù-noz.

2015
Référence : DISENT p136

L'Office public de la langue bretonne