Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Arz an aozañ sonioù hervez reolennoù resis ha kemmus diouzh al lec'hioù ha diouzh ar mareoù. Notennoù sonerezh. Pezhioù sonerezh. Paper sonerezh. Ur skol sonerezh. Ur strollad sonerezh. Ur gevezadeg sonerezh. & Gouzout lenn ar sonerezh : bezañ gouest da zigejañ ur skrid sonerezh. & Aozañ sonerezh : sonaozañ 2. (dirak un ag. pe un ak.) Unan eus kevrennoù an arz-se end-eeun a voder ennañ an oberennoù, an tonioù o deus perzhioù boutin etrezo. Ar sonerezh klasel, henvoazel. Ar sonerezh klav, mouezh. Ar sonerezh kambr. Ar sonerezh binioù. & Ar sonerezh iliz : a denn d'ar relijion. Ar sonerezh foran : na denn ket d'ar relijion.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

sonerezh g.

1923
Daveenn : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(la) musique".

levr sonerezh

1931
Daveenn : VALL pg album (de musique)

Selaou a raent pizh hor c'haozeadennoù -met tu 'vez atav da skrivañ an traoù pouezusañ, pe da lakaat sonerezh kuit na vefe klevet ar mouezhioù- ha sellout a raent ouzhimp gant gevellunedoù-noz.

2015
Daveenn : DISENT p136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial