I. H.g.
1. [1943] Anadenn fizikel, anezhi gwagrennoù a c'hoarvez eus ur stok, un tarzh, ur bomm-mouezh, embregerezh ur benveg-seniñ, h.a., zo gouest da zilec'hiañ e meteier zo hag a vroud lodennoù diabarzh ar skouarn.
[1943] Ne anavezer ket pizh tizh emskignañ ar son en donderioù bras. Tizh ar son. Enrollañ son.
2. Merzerezh an anadenn-se dre lodennoù diabarzh ar skouarn.
Teuler son. Son ar binioù, ar c'hleier.
[1949] Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel[-]mat o son ouzh hini ar gaita.
[1954] Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret[.]
&
Ouzh son (ur benveg sonerezh bnk) : o vont da heul son (ur benveg sonerezh bnk).
Dañsal ouzh son ar binioù.
[1924] Korolliñ ouzh son al lourenn [...].
II.
G.
Dre ast.
1. [1499, 1732] Kement zo merzet gant benvegad ar c'hleved.
Teuler ur son. Klevet ur son. Ur son skiltr, ur son boud. Daou son disheñvel.
&
Trl. skeud.
Na glevet nemet ur son : na glevet nemet ur savboent hag alese na vezañ evit barn ervat.
N'ouzon ket petra soñjal, ne'm eus klevet nemet ur son betek-henn.
2. Ent strizh.
Trouz kleier e brall.
Son kentañ an oferenn.
DHS. bole, kloc'had.
Daveenn :
GON.II.HV
pg soun-c'houék (accord, en terme de musique, l'union de deux ou de plusieurs sons entendus à la fois et formant harmonie. Pl.)
son
1850
Daveenn :
GON.II
pg seni, pg son ou soun (son, ce qui frappe l'ouïe).
sonioù
soniou
1850
Daveenn :
GON.II
pg son ou soun (son, ce qui frappe l'ouïe. Pl.)
sonioù
souniou
1850
Daveenn :
GON.II
pg son ou soun (son, ce qui frappe l'ouïe. Pl.)
son
soun
1850
Daveenn :
GON.II
pg son ou soun (son, ce qui frappe l'ouïe), pg soun (voyez "son").
Ur son skiltr en deus ar c'hloc'h-hont.
Eur zon skiltr en deûz ar c'hlôc'h-hoñt.
1850
Daveenn :
GON.II
pg son ou soun (cette cloche a un son clair).
sonioù
soniou
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg soun (-dañs)
son c'hwek
soun-c'houék
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg soun-c'houék (accord, en terme de musique, l'union de deux ou de plusieurs sons entendus à la fois et formant harmonie).
En un taol-kont, etre unnek eur hag hanternoz, e kleved, e-kreiz ar mor, ur c’hloc’h o seniñ ; dont a rae eus a gostez enezen Vriad, kêr Pempol pe Landreger, hag e son a yae a-hed an aod.
En eun taol-kount, etre unnek heur hag hanter-noz, e klevet, e kreiz ar mor, eur c’hloc’h o seni ; dont a rea euz a gostez enezen Brehat, kear Paimpol pe Landreger, hag he zoun a iea a-hed an aod.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.94
Kaout a rae dezhañ e rae vad deomp, hag, e gwirionez, me gav din son an drompilh a lakae ac’hanomp da sevel war hon treid.
Kaout a rea d’ezhan e rea vad d’eomp, hag, e guirionez, me gaf dign soun an drompill a lakea ac’hanomp da zevel var on treid.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.299
A bep tu e tregerne son skiltrus hirgornioù aour kizellet.
A bep tu e tregerne son skiltrus hir-gorniou aour kizellet.
1923
Daveenn :
SKET
p.120
Korolliñ ouzh son al lourenn, Dussaud, p. 576, sk. 281.
Korolli ouz son al lourenn, Dussaud, p. 576, sk. 281.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.73
Gant ar binvioù imbourc'h a zo en hor c'herz e c'hell hor fazioù tizhout 300 metr evit 10.000 m. donder er sontadur dre an heklev, rak ne anavezer ket pizh tizh emskignañ ar son en donderioù bras.
1943
Daveenn :
TNKN
p82
- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel[-]mat o son ouzh hini ar gaita.
1949
Daveenn :
SIZH
p.65
Kloc'h ebet ne oa er chapel met plaen ha brav e rae va zonton hep kleier, rak desket en devoa digant e geneil Mabig ar Remon ober gant e c'henou kement son a veze ret : gout' ouie [goût 'ouie] da skouer tintañ ar c'hlaz, an añjeluz, kloc'h an tan, ha dreist-holl brallañ ar c'hleier.