sonerien
soner
Kaeraet eo ar murioù anezhañ en diavaez gant skeudennoù brezelourien, leñverezed, sonerien, kirri, loened-stern, kizellet er maen ha damzistag dioutañ, ma leverer e teu ar skeudennoù-se, da vareoù zo eus ar bloaz, pa gouezh sklêrijenn al loargann en he brasañ war an ti-kañv, da enaouiñ ha d'en em beurzistagañ diouzh ar maen.
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
Hogen, pebezh dudi pa groge tud an eured da vont e-maez an iliz war[-]lerc'h ar sonerien - Erwanig ar Bastard, gant e akordeoñs, pe Ambroaz Arzul, eus Landreger, brudet tro-war-dro dre ma rae d'e violoñs distagañ fraez-mat [sic, fraezh-mat] : "Erru out 'ta Yannig ?" [...].
Klevet ha lennet am boa e oa hennezh unan eus brudetañ ha gwellañ strolladoù sonerien Bro-C'hall.
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva, hag ar mestr-soner, anezhañ evitañ da vezañ va rener hag ur sac’h-c’hwez anezhañ, a ranke sentiñ ouzhin ha bezañ an nozvezhioù-se em gourc’hemenn, rak penaos en divije herzet ouzh ur gwaz ken tost ha me da galon an admiral ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sonerez