I.
1. Heklev.
Pa c'halvan e respont an dasson er c'hoad.
2. Kendalc'h un trouz, ur son a vez hir pe hiroc'h hervez ar metoù.
Dasson ur c'hloc'h.
&
Kef-dasson : lodenn eus ar binvioù seniñ dre gerdin zo un doare boest toull a dalvez da greñvaat son ar c'herdin ouzh e lakaat da zasseniñ.
Kef-dasson an delenn.
II. Dre skeud.
1. Brud, keloù.
Ar vugulien a lezas o deñved pa glevzont an dasson.
2. Tra, komzoù dh., a zegas da soñj eus udb. tremenet.
Ar vouezh-se zo un dasson eus ar brezhoneg bet klevet ganin gwechall.
Ha ma fenn leun a zasson heklevioù c'hoariva poblus Plouyann, e tistrois e kompagnunezh ma mamm da Vontroulez, dudi ennomp hon-daou gant ar pezh hor boa gwelet.
Ha ma fenn leun a zason hekleiou c'hoariva poblus Plouyann, e tistrois e kompagnunez ma mamm da Vontroulez, dudi ennomp hon daou gant ar pez hor boa gwelet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p72
Dasson diamen, diziwezh, avat, he doa ar vaouez-se, e kreiz kuzhetañ e voud.