Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
123
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. I. (db. ar son) 1. Kendelc'her da drouzal pell a-raok steuziañ. Dasseniñ a ra e vouezh er c'hoc'hu e-giz ur c'hloc'h. & Dre skeud. Ur youc'hadenn a zassono em divskouarn ma buhez-pad : na zisoñjin ket. 2. Dre ast. Trouzal kreñv. Trouz ar rodoù o storlokat er skoaselloù a zassone en aer yen. Bewech ma tassone an daboulin e rede war-du ar blasenn. HS. tregerniñ. II. (db. an traoù) 1. Teuler trouz hag un dasson da-heul. E gammedoù a zassone war al leur. 2. (db. al lec'hioù) Bezañ sonioù o trouzal pell, pe greñv, ennañ. Ar c'hoad a zassone gant e daolioù pounner.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

dasseniñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dasséni

dassen

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dasséni

dassenet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dasséni

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh kloz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink.

1949
Daveenn : SIZH p.39

E-doug e bennadoù-ged diouzh an noz e oa bet boazet a-werso ouzh ar santad iskis krouet gant kammedoù un den, hag eñ pell mat c'hoazh, o tasseniñ trumm ha fraezh e sourrad divent ar gêr hag ar voudinell.

2012
Daveenn : DJHMH p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial