« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »
"Mat, neuze", eme sichant an noter, "Ar pep gwellañ eo dimp chom amañ en traoñ, ha komz ganeoc'h ac'hanen". "Sede dres ar pezh e oan o vont da ginnig deoc'h", a eilgerias an doktor en ur vousc'hoarzhin. Hogen ne oa ket peurlavaret e gomzoù, ma steuzias e vousc'hoarzh diwar e zremm ; en e lec'h e teuas liv ur spouron hag un dic'hoanag ken don ma voe sklaset gwad an daou zen en traoñ, er porzh.
En he sell e sav liv ar sebez hag ar spouron mesk-ha-mesk, met ur spouron mut eo, hep garm na ger.