Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

En deus aon bras. An dud a oa spouronet-holl. Ur selloù spouronet. [1954] [...] ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged. HS. strafuilhet.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Spouronet-holl, o ruziañ gant ar vezh, rannet he c’halon, e savas en he sav o klask un arm bennak.

1923
Référence : SKET p.103

Homañ, spouronet-holl, mantret gant an droug a oa enni, aet a [sic, e] oa d’he gwele, dilezet ganti tud an devezh.

1925
Référence : BILZ2 p.161

Hag o-daouik spouronet ec’h aent evel daou baourkaezh, hep sellet war o lerc’h.

1925
Référence : BILZ2 p.128

A daolioù kanol ken ma findaone e stagas ar skouadrenn rusian koulz hag ar c’hreñvlec’h da hetañ dimp donedigezh vat, ha kredet ho pije e oa ur c’hrogad start war vor o paouez tarzhañ, rak gant kemend-all a herr e rae ivez cholori hol lestr ; unan ha kant tenn evit e Veurded, hag unan warn-ugent ouzhpenn da drugarekaat ar ganolierien war zouar, ha ne gomzan ket eus blejadeg fromus n’ouzon ket pet mil martolod rusian ha gall o krial a-heligentañ : Hurrah ! hurrah ! hurraaaaah ! ken ma ’z oant holl war var da vougañ, nag eus koagadeg an evned-mor o tarnijal a-vagadoù, spouronet gant an drouz hag ar moged.

1954
Référence : VAZA p.158

Hervez giz ar vro, edod o kas d’an admiral profoù Abd-el-Aziz hag e niz, pacha Mogador : vioù e-leizh, boutegadoù frouezh mesk-ha-mesk, bananez, avaloù-orañjez, rezin, sitroñs, sukrin dourek, figez, gwestell, kouignoù, torzhoù bara ed-Indez gant bruzun alaman[d]ez, koumin ha greun roz-moc’h warno, deñved, girvi hag ur vuoc’hig gant kernioù hir-hir a veoge didruez, spouronet ken ma ’z oa gant tourni ar sonerien du.

1954
Référence : VAZA p.137

'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet-holl.

1960
Référence : PETO p21

D'ar vatezh, spouronet ha beuzet a zaeloù [e komz].

1960
Référence : PETO p80

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet.

2012
Référence : DJHMH p52

Un nebeud touristed, lezet war ar beoz, en o sav e-kreiz ar blasenn gant o fakadoù, a sell spouronet ouzh ar reustl.

2015
Référence : EHPEA p33

L'Office public de la langue bretonne