Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

En deus aon bras. An dud a oa spouronet-holl. Ur selloù spouronet. HS. strafuilhet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Spouronet-holl, o ruziañ gant ar vezh, rannet he c’halon, e savas en he sav o klask un arm bennak.

1923
Daveenn : SKET p.103

Hag o-daouik spouronet ec’h aent evel daou baourkaezh, hep sellet war o lerc’h.

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

Homañ, spouronet-holl, mantret gant an droug a oa enni, aet a oa d’he gwele, dilezet ganti tud an devezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.161

D'ar vatezh, spouronet ha beuzet a zaeloù [e komz].

1960
Daveenn : PETO p80

'Lies vo du da staon / Gant ar sec'hed, an naon, / Da gerc'henn barr gant skrij hag aon / Da galon sempl spouronet-holl.

1960
Daveenn : PETO p21

Penn un den a oa o vont da vervel en doa. Morlivet e oa deuet da vezañ, kollet gantañ e livioù livrin ; kastizet e oa ; anat e oa en doa kollet ur bern blev hag e oa koshaet. Ha c'hoazh ar merkoù-se - azon un disleberadur korfel - a dennas nebeutoc'h evezh an noter eget sell Lanyon hag e emzalc'h, a hañvale diskouez e oa enkrezet don e spered, ha spouronet.

2012
Daveenn : DJHMH p52

Un nebeud touristed, lezet war ar beoz, en o sav e-kreiz ar blasenn gant o fakadoù, a sell spouronet ouzh ar reustl.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial