Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Aon bras. An dud, gant o spouron, a zisec'he diwar o zreid. Teuler spouron e kalonoù an holl. HS. euzh, braouac'h, spont.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

« Sell, emezo gant spouron, an heol a lavarfed a zeu davedomp ! »

1923
Daveenn : SKET p.111

Ger a zizesper, a c'hlac'har, / A zienez hag a spouron

1944
Daveenn : EURW.1 p.88

Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?

1960
Daveenn : PETO p81

"Mat, neuze", eme sichant an noter, "Ar pep gwellañ eo dimp chom amañ en traoñ, ha komz ganeoc'h ac'hanen". "Sede dres ar pezh e oan o vont da ginnig deoc'h", a eilgerias an doktor en ur vousc'hoarzhin. Hogen ne oa ket peurlavaret e gomzoù, ma steuzias e vousc'hoarzh diwar e zremm ; en e lec'h e teuas liv ur spouron hag un dic'hoanag ken don ma voe sklaset gwad an daou zen en traoñ, er porzh.

2012
Daveenn : DJHMH p59

En he sell e sav liv ar sebez hag ar spouron mesk-ha-mesk, met ur spouron mut eo, hep garm na ger.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial