tabouliner
taboulinerien
Gant mantr-kalon e lavaris kenavo d'am c'heneiled ar gambrad, tud uvel, labourerien-douar kalz anezho ; ar c'hleroner Huchet, an daboulinerien Glo hag Ulliag, ar soudard kentañ-klas Cocaud, a oa bet holl ken jentil em c'heñver, hag o doa c'hoazh, siwazh dezho, ur bloaz da dennañ, a-barzh distreiñ d'o c'heriadennoù un tu bennak war ar maez e Breizh-Uhel.
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
Mots précédents
Mots suivants
taboulinig